22 Ebrel
deiziad
(Adkaset eus 22 a viz Ebrel)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1500 : Pedro Álvares Cabral, un ergerzher portugalat, eo an Europad kentañ o tilestañ e Brazil.
- 1515 : donezonet e vefe Dugelezh Breizh da Frañsez Iañ a Vro-C'hall ma yafe Klaoda Bro-C'hall da anaon a-raok he gwaz roueel.
- 1911 : degouezhout a ra ar skrivagner breizhat Jarl Priel e Moskov evit ar wech kentañ.
- 1912 : kregiñ a reer da embann ar Pravda, kazetenn Strollad komunour an Unaniezh Soviedel.
- 1970 : Devezh an Douar lidet evit ar wech kentañ.
Sportoù
kemmañ- 1917 : krouidigezh Club Plaza Colonia de Deportes e Colonia del Sacramento (Uruguay).
Ganedigezhioù
kemmañ- 1451 : Izabel Kastilha, rouanez Kastilha ha Leon.
- 1724 : Immanuel Kant, prederour alaman.
- 1813 : Jørgen Moe, eskob ha skrivagner norvegek, dastumer kontadennoù.
- 1870 : Lenin, dispac'hour ha den-Stad rusian.
- 1876 : Charlez Kotonneg, medisin, adsaver ar gouren breizhek.
- 1891 : Nicola Sacco, stourmer diveliour italo-amerikan (lakaet d'ar marv d'an 23 a viz Eost 1927).
- 1899 : Vladimir Nabokov, skrivagner rusian stadunanat.
- 1907 : Lucio Del Vecchio, mestrc'hoarier echedoù italian.
- 1937 : Jack Nicholson, aktour ha sevener amerikan.
- 1952 : Marilyn Chambers.
- 1957 : Donald Tusk, politikour polonat, kentañ ministr Polonia.
Marvioù
kemmañ- 1616 : Miguel de Cervantes, barzh, dramaour ha romantour spagnolek.
- 1758 : Antoine de Jussieu, bevoniour gall.
- 1794 : Isaac Le Chapelier, breutaer ha politikour, unan eus saverien ar C'hleub breton.
- 1833 : Richard Trevithick, ijiner ar stlejerez dre vurezh.
- 1867 : Aleksandr Petrov, mestrc'hoarier echedoù ha saver kudennoù echedoù rusian.
- 1915 : Alfred Ely-Monbet, kabiten adarme, saver arrebeuri ha kizeller, lazhet war an talbenn e-kerzh emgann Boezinge.
- 1932 : Sándor Takács, mestrc'hoarier echedoù roumanat.
- 1944 : Aogust Bocher, Ar Yeodet, barzh breizhat.
- 1994 : Richard Nixon, prezidant Stadoù Unanet Amerika.