Marilyn Chambers
Marilyn Chambers (22 a viz Ebrel 1952 e Westport (Connecticut) - 12 a viz Ebrel 2009 e Los Angeles) a oa un aktourez amerikan. C'hoari a reas dreist-holl e filmoù pornografek.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Marilyn Chambers |
Anv ganedigezh | Marilyn Ann Briggs |
Married name | Marilyn Taylor |
Anv-bihan | Marilyn |
Anv-familh | Chambers |
Deiziad ganedigezh | 22 Ebr 1952 |
Lec'h ganedigezh | Providence |
Deiziad ar marv | 12 Ebr 2009 |
Lec'h ar marv | Santa Clarita |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | cerebral hemorrhage, Anevrism, aortic aneurysm |
Tad | William Henry Briggs |
Mamm | Virginia Richardson |
Pried | Chuck Traynor |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Micher | aktour pornografek, aktour, model |
Bet war ar studi e | Staples High School |
Deroù ar prantad labour | 1972 |
Dibenn ar prantad labour | 2009 |
Strollad politikel | Personal Choice Party |
Liv an daoulagad | glas |
Liv ar blev | blev melen |
Perzhiad e | Marilyn Chambers' Private Fantasies 4 |
Tachenn | dance music |
Prizioù resevet | AVN Hall of Fame |
Lec'hienn ofisiel | http://www.marilynchambersxxx.com/ |
He buhez
kemmañDont a reas da vezañ brudet a-drugarez d'he ferzh er film Behind the Green Door (1972). Reuz a savas tro-dro d'ar film, dre ma oa ennañ, hag evit ar wech kentañ, un aktourez wenn oc'h ober karantez gant un aktour du. C'hoari a reas ivez e-barzh ur film pornografek brudet all anvet Insatiable (1980). Ar vaouez kentañ o tapout brud hag o c'hounit he zamm bara a-drugarez d' he ferzhioù e filmoù pornografek e voe. Marilyn Chambers a reas berzh ivez e bed ar sonerezh, gant he fladenn vihan disko anvet Benihana e 1976. E 1977 e c'hoaris rol pennañ ar film Rage gant David Cronenberg. He ferzh nemetañ en ur film nann pornografek e voe. Etre 1975 ha 1985 e voe dimezet gant Chuck Traynor, hag a oa bet gwaz un aktourez filmoù pornografek all, Linda Lovelace hec'h anv. Da vare dilennadegoù prezidant ar Stadoù-Unanet e 2004 e lakaas hec'h anv da vezañ besprezidantez Personal Choice Party. Ezel e oa eus AVN Hall of Fame.