Lucio Del Vecchio
Lucio Del Vecchio a zo bet ganet d'ar 22 a viz Ebrel 1907 e Napoli (Italia) ha marvet e miz Ebrel 1980.
Mestrc'hoarier echedoù italian.
Breutaer e oa.
Dont a reas ar maout gantañ e Tournamant bihan "Crespi" e Milano.
Tapout a reas e ditl a Vestr eus an FSI e 1941 e Kampionad italian an echedoù e Firenze, gant ar plas a 5vet a-gevred gant ur c'hoariour arall.
E Tournamant San Benedetto del Tronto eus 1952 e voe 1añ/4vet.
Barrek-kenañ e voe e c’hoari ar pell-echedoù. Mestr an ASIGC (Kevredigezh Pell-echedoù Italian e oa.
- Kampion Italia e 1952 ha 1953,
- Kentañ a-gevred gant Ferruccio Castiglioni, met hemañ a voe lakaet da gampion goude pertiennoù dispartian..
- Eilvet e voe div wezh ivez, e 1941 goude Mario Napolitano hag e 1955 goude Angelo Giusti.