Isaac-René-Guy Le Chapelier, bet ganet d'an 12 a viz Mezheven 1754 e Roazhon hag aet da Anaon d'an 22 a viz Ebrel 1794 e Pariz (Seine, Bro-C'hall), a oa un alvokad breizhat.

Isaac Le Chapelier
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanIsaac Kemmañ
Anv-familhLe Chapelier Kemmañ
Deiziad ganedigezh12 Mez 1754 Kemmañ
Lec'h ganedigezhRoazhon Kemmañ
Deiziad ar marv22 Ebr 1794 Kemmañ
Lec'h ar marvPariz Kemmañ
Abeg ar marvdibennañ Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherpolitiker, alvokad Kemmañ
KargQ62129282 Kemmañ
Bet war ar studi eSkol-Veur Roazhon Kemmañ
Lec'h labourPariz Kemmañ
Strollad politikelKleub ar Jakobined Kemmañ
Perzhiad eDispac'h Gall Kemmañ
Ezel eusLa Parfaite Union Kemmañ
Hanterskeudenn da Isaac Le Chapelier.

Goude bezañ tapet e ziplom alvokad e Kevrenn ar Gwir Roazhon ha diskouelet e Breujoù Breizh e oa ur prezeger eus an dibab e voe dilennet da gannad an Trede-Stad. Delc'her e garg a reas eus ar 17 a viz Ebrel 1789 d'an 30 a viz Gwengolo 1791[1] er Vodadenn vonreizhañ vroadel : ar prezidant anezhi e voe eus an 3 d'ar 17 a viz Eost 1789 zoken.

Bezañ e voe e-touez ar gannaded[2], a grouas ar C'hleub breton d'an 30 a viz Ebrel 1789 a-raok d'ar strollad-mañ mont da Gleub ar Jakobined diwezhatoc'hik.

Gantañ an hini eo e voe savet al Lezenn Le Chapelier a verze ar c'horfuniadoù, ar gompagnunelezh, ar c'henemsavioù labourerien hag ar gwir ec'hwelañ.

Aet an diskred warnañ a-barzh fin ar gont e voe barnet gant Lez-varn an Dispac'h, kondaonet d'ar marv ha dibennet.

Roet e voe e anv d'ur straed e Roazhon d'ar 15 a viz C'hwevrer 1888.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ