21 Ebrel
deiziad
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- -753 : krouidigezh Roma gant Romus ha Romulus hervez ar mojennoù.
- 1795 : sinet ez eus ur feur-emglev peoc'h e Maner ar Mabilais e Roazhon etre ar Chouaned hag ar Goñvañsion.
- 1943 : krouidigezh Football Klub Naoned gant Marsel Saupin.
- 1944 : ar gwir da votiñ roet d’ar maouezed e Frañs.
- 1960 : dont a ra Brasília da vezañ kêr-benn ofisiel Brazil e-lec’h Rio de Janeiro.
- 1994 : an ezplanedenn gentañ kavet gant ar steredoniourien Alexander Wolszczan ha Dale Frail
Ganedigezhioù
kemmañ- 1763 : François-Athanase de Charette de La Contrie, den eus ar chouanerezh.
- 1775 : Edward Smith-Stanley, dastumer, labourer-douar, naturour ha politikour saoz.
- 1816 : Charlotte Brontë, skrivagnerez saoznek.
- 1864 : Max Weber, sokiologour alaman.
- 1891 : Lucien Lechat, korporal breizhat, bet fuzuilhet « evit ar skouer » e-pad ar Brezel-bed kentañ.
- 1915 : Anthony Quinn, aktour mec'hikan stadunanat.
- 1926 : Elizabeth II, rouanez ar Rouantelezh Unanet.
- 1935 : Charles Grodin, aktour Stadunanat.
- 1947 : Iggy Pop, kaner-sonaozer hag aktour stadunanat.
- 1961 : Silvio Danailov, mestrc'hoarier echedoù bulgar.
Marvioù
kemmañ- 1142 : Pierre Abélard, prederour.
- 1699 : Jean Racine, dramaour gall.
- 1906 : Guillaume-Marie-Joseph Laboure, eskob Roazhon.
- 1910 : Mark Twain, skrivagner stadunanat.
- 1946 : John Maynard Keynes, armerzhour saoz.
- 1963 : Marcel Delaître, aktour (c'hoariva ha sinema) gall.
- 1969 : Loeiz Dujardin, lennegour ha furcher.
- 1977 : Gummo Marx, aktour stadunanat.
- 2003 : Nina Simone, kanourez stadunanat.
- 2005 : Gwynfor Evans, politikour kembreat.
- 2016 : Prince, kaner ha soner stadunanat.
- 2020 : Jacques Pellen, gitarour breizhat.
- 2021 : Marc Bécam, politiker, maer Kemper.
Lidoù
kemmañ- Deiziadur henroman : XI ante calendas Maias / Palilia - Parilia / Natalis Urbis = XIvet deiz kent In Mae = Deiz-ha-bloaz diazez Kêr Roma