9 Ebrel
deiziad
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1865 : dibenn ofisiel (dre embann) Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika : kodianañ a ra Robert Lee hag e soudarded e fin an Appomattox Campaign gant Ulysses S. Grant e Virginia.
- 1867 : Sened ar Stadoù Unanet a ro e asant d’un emglev gant Rusia evit prenañ Alaska.
- 1940 : Danmark ha Norvegia aloubet gant lu Alamagn
- 1967 : erruout a ra Lanv du an Torrey Canyon war aodoù Bro-Dreger.
- 1991 : dizalc'hidigezh Jorjia.
- 2003 : kouezhañ a ra Baghdad etre daouarn arme ar Stadoù Unanet en Irak.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1802 : Elias Lönnrot, gwerinoniour eus Finland.
- 1821 : Charles Baudelaire, barzh gallek.
- 1835 : Leopold II, Roue Belgiz adalek 1865 betek e varv.
- 1840 : Yann-Vari Nedeleg, skrivagner brezhonek.
- 1872 : Léon Blum, kentañ ministr Frañs.
- 1895 : Michel Simon (François Joseph Simon e anv gwir), aktour suis.
- 1914 : Fernand Guériff, istorour breizhat.
- 1929 : Fiorentino Palmiotto, mestrc'hoarier ha skrivagnour echedoù italian.
- 1991 : Nil Caouissin, politikour breizhat.
Marvioù
kemmañ- 1492 : Lorenzo de' Medici pe Lorenzo il Magnifico (Laorañs ar Meurdezus), den-stad italian ha penn Republik Firenze.
- 1553 : François Rabelais, skrivagner gallek.
- 1557 : Mikael Agricola, "Tad ar finneg skrivet".
- 1626 : Francis Bacon, prederour ha politikour saoz.
- 1889 : Michel-Eugène Chevreul, kimiour gall bet tapet gantañ ar Vedalenn Copley e 1857.
- 2012 : Chanig ar Gall, kentañ kinnigerez skinwel e brezhoneg.
- 2021 : Priñs Philip, Dug Dinedin.
Lidoù
kemmañ- Deiziadur henroman : V ante idus Aprilis / Megalensia Ludi 6 = Pemvet deiz kent idus Ebrel. C'whec'hvet deiz c'hoarioù gouestlet d'ar Vamm Veur.