Lanv du an Torrey Canyon

An Torrey Canyon a zo anv al lestr a voe kiriek eus kentañ lanv du meur an istor. Mont a reas d'ar strad d'an 18 a viz Meurzh 1967 etre Kernev-Veur hag inizi Sillan (Scilly Islands) hag eñ oc'h enderc'hel 100.000 tonenn eoul-maen. Goude bezañ bet duet aodoù Kernev-Veur ha Devon e tizhas al lanv du aodoù Breizh (e departamant Aodoù-an-Arvor da gentañ ha goude e departamant Penn-ar-Bed) d'an 11 a viz Ebrel 1967.

Ur gwir gwallhuñvre e voe al lanv du-se evit ar Vretoned pa weljont ne oa nemet un doare da naetaat an aodoù : palioù ha sailhoù. Ar penn-kentañ e voe evit kalz a dud eus un emskiant ekologel. Pa ne oa bet prientet netra gant ar Stad-C'hall, e voe aozet an naetaat gant an LPO e Aodoù-an-Arvor ha gant an SEPNB e Penn-ar-Bed.

Glenmor en deus gouestlet unan eus e ganaouennoù bravañ d'ar gwalldaol-se : Ils se meurent nos oiseaux.

Gwelet ivez kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ



  Porched ar Mor – Sellit ouzh pennadoù Wikipedia a denn da bed ar mor.