Lanv du an Olympic Bravery

An Olympic Bravery a oa ur goureoullestr nevez-flamm gantañ ur pavilhon Liberian. Mont a reas war ar sec'h e Bae Yusin (hanternoz Enez Eusa) d'an 23 a viz Genver 1976 p'edo gant e hent da vro Norge evit bezañ dizarmet. Ne oa eta ennañ nemet 1 200 tonennad eoul-maen evit e vont en-dro dezhañ e-unan. Dre wall an tabutoù etre ar paramantour hag ar c'hretaer, hag ivez dre wall ar Stad c'hall a felle dezhañ chom er-maez eus an afer, ne voe ket cheñchet plas d'al lestr. Siwazh, etre an 12 hag an 13 a viz Meurzh e tegouezhas ur barr-tourmant e-kichen an enez ha terriñ a ra al lestr dre an hanter. Ul lanv du a saotras neuze aodoù Eusa. Ret e oa gortoz ar 15 a viz Meurzh evit ma vo lakaet e pleustr ar plan Polmar ha naetaet an aodoù gant soudarded.


Gwelet ivez Aozañ

Liammoù diavaez Aozañ



  Porched ar Mor – Sellit ouzh pennadoù Wikipedia a denn da bed ar mor.