Ar Böhlen a oa un eoullestr eus Alamagn ar Reter hag a reas peñse d'ar 14 a viz Here 1976 da vaez da Enez Sun. Diwar ar 36 den a oa en e vourzh n'eus nemet 11 den a zo bet savetaet. Ar 25 all a zo beuzet. 9 900 tonenn eoul-maen diaoz a endalc'he al lestr. An eoul-maen a grogas da saotrañ aodoù Penn-ar-Bed tamm-ha-tamm. Divizet e voe eta gant ar prefeti sunañ ar pezh a chome er vag, ar pezh a voe graet etre miz C'hwevrer ha miz Eost 1977. Daou splujer a varvas e-pad al labourioù sunañ avat. Pa ouzhpenner d'ar c'hont trist-se marv ur soudard yaouank beuzet pa oa o naetaat un draezhenn e tegouezher d'ur sammad a 28 marv liammet da beñse ar Böhlen! Un dra heverk all : un 50 den dilabour bennak a voe gopret evit sikour ar soudarded da naetaat an traezhennoù saotret.
Gwelet ivezAozañLiammoù diavaezAozañ