Enez-Sun
Enez-Sun | ||
---|---|---|
![]() Enez-Sun gwelet eus an tour-tan. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Île-de-Sein | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kemper | |
Kanton | Pontekroaz (betek 2015) Douarnenez (abaoe 2015) | |
Kod kumun | 29083 | |
Kod post | 29990 | |
Maer Amzer gefridi | Dominique Sallevert 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | KK Bro ar C'hab | |
Lec'hienn web | http://www.mairie-iledesein.com | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 255 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 440 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 6 m bihanañ 0 m — brasañ 9 m | |
Gorread | 0,58 km² | |
kemmañ ![]() |
Enez-Sun a zo un enezenn er c'hornôg da vBreizh hag ur gumun ivez. Suniz a reer eus annezidi Enez-Sun, pe "Enezourien" kalz aliesoc'h en Enez. E kostez Leon e vez distaget "Sizun" pe "Suzun"[2].
IstorAozañ
HenistorAozañ
- An douaroniour roman, Pomponius Mela en doa graet meneg eus un enezenn a-dal d'ar promontorius Gobaeus. Lod o deus soñjet e c'hellfe anv Plougoñ dont eus al lec'hanv-mañ.
Deskrivañ a ra Pomponius Mela Sun evel ul lec'h ma vez kaset korfoù ar re varv dindan evezh an drouized.
- Ul lodenn eus douaroù an Osismied e oa Enez Sun d'ar mare-hont.
Dispac'h GallAozañ
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Normant ha Le Guillou, kureed[3].
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 21 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel [4], d.l.e. 1,95 % eus he foblañs e 1911.
Eil Brezel-bedAozañ
- Annezidi (tost 1 200 den d'ar mare-se) an enez o doa respontet en un doare ken entanet ha souezhus da c'halv ar jeneral de Gaulle bet klevet dre gwagennoù ar BBC.
- 4 den a oa aet kuit da vBro-Saoz kerkent ha d'an 19 a viz Even 1940 e bourzh ar vag Ar Zenith, Jean-Marie Menou he mestr-paramantour,
- Rouanez ar Mor (Prosper Couillandre he mestr) ha Vellada (Jean-Marie Porsmoguer he mestr), anv an div vag a yeas kuit eus an enez da vont da vBro-Saoz d'ar 24 a viz Even 1940,
- Corbeau des Mers (Pierre Couillandre he mestr), Maris Stella (Martin Guilcher he mestr) ha Rouanez ar Peoc'h (François Fouquet he mestr), anv an teir bag a yeas kuit eus an enez da vont da vBro-Saoz d'ar 26 a viz Even 1940. Kant pevarzek (114) Enezour en holl a oa e bourzh ar pemp bag-mañ a-barzh fin ar gont,
- 4 den all e bourzh ul lestr marc'hadour o loc'hañ eus Brest d'ar 25 a viz Even 1940,
- 6 den muioc'h, a-hiniennoù eus lec'hioù all,
- 5 martolod-pesketaer e bourzh ar Yvonne-Georges o loc'hañ eus Enez-Sun d'an 3 a viz Here 1943.
Da lâret eo 133 Sunad, etre 14 ha 54 bloaz...
- 27 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel [5],
- D'ar 18 a viz Ebrel 1941 e kouezhas un nijerez Blenheim IV marilhet V6302 ha kodet PZ-W eus 53rd Squadron ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) er mor nepell eus Enez-Sun; lazhet e voe he zri nijour, douaret e voe unan anezhe e Bered Kerfaotraz e Brest, ne voe ket kavet ar re all[6].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Daou beulvan anvet "ar Bregourien".
- Ar porzh-pesketa, tourioù-tan, straedoù strizh, tiez ar besketaerien.
- Iliz eus an XIXvet kantved: delwenn gozh ar Werc'hez.
- Chapel en he foull Sant Kaourintin.
LivadennAozañ
Bezioù ar C'hommonwealth e bered nevez ar gumunAozañ
Bro | Niver a dud |
---|---|
Rouantelezh-Unanet | 5 (Marin a genwerzh) |
Rouantelezh-Unanet | 1 (Morlu) |
Dianav | 4 (Marin a genwerzh) |
Hollad | 10 |
Al lestr-kenwerzh S.S. War Song a voe kaset d'ar strad gant tennoù ul lestr-spluj alaman d'ar 15 a viz Genver 1918, 19 kilometrad er c'hornôg d'an enez, e-kerzh ar Brezel-bed kentañ[7][8].
DouaroniezhAozañ
Emañ e 8 km rik er c'hornôg da Veg ar Raz e penn un enezeg n'eus annezer ebet warni nemet e Sun, an enezenn vrasañ. War unan eus ar c'harregoù-tarzh pellañ eo bet savet en XIXvet kantved tour-tan ar Maen.
Hec'h anv a zo ivez hini ar c'hab a zo en tu all d'ar Raz anvet ar C'hab Sizun (ar C'hab e genoù an holl).
Rust eo ar mor el lec'hioù-se ma vev lod eus an enezourien eus ar peskerezh e-touez ar c'herreg-tarzh a anavezont mat.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
TudAozañ
GevelliñAozañ
LevrlennadurezhAozañ
- Christian Fagon ha Yann Riou, Trésor du breton de l'île de Sein, an Alarc'h, 2015.
Liammoù diavaezAozañ
- (br) Enez-Sun war lec'hienn Geobreizh
- INSEE
- L'Ouest en mémoire (Ina), kentañ beaj ar vag en enez Sun
- L'Ouest en mémoire (Ina), ar jeneral de Gaulle en enez Sun
- L'Ouest en mémoire (Ina), domaj d'ar jeneral de Gaulle en enez Sun
- L'Ouest en mémoire (Ina) - 50 vloaz goude galv ar jeneral de Gaulle
- L'Ouest en mémoire (Ina) - ur person en enez Sun
- Lec'hienn ar gumun
- Pajenn diwar-benn an enezenn war lec'hienn Urzh an Dieubidigezh
Dave ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Fagon & Riou, Trésor du breton de l'île de Sein, an Alarc'h, 2015
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 50
- ↑ Henri Amouroux, La vie des Français sous l'occupation, Embannadurioù J'ai lu, pajenn 157
- ↑ Henri Amouroux, La vie des Français sous l'occupation, Embannadurioù J'ai lu, pajenn 157
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Enez Sun
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |