Loeiz ar Pelleter
Loeiz ar Pelleter, Louis Le Pelletier diouzh ar marilhoù-parrez, pe Dom Louis Le Pelletier, ganet er Mañs e 1663, ha marvet e Landevenneg e 1733, a voe ur manac'h benead hag ur geriadurour brezhonek. Dalif e voe embannadur ar geriadur gerdarzhel kentañ-se. Derc'hel a reas da chom hep plegañ da voazioù bourc'hizien e amzer pa implijent kalz a c'herioù galleg en o brezhoneg.
Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Bro-C'hall ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Dom Louis Le Pelletier ![]() |
Anv-bihan | Loeiz ![]() |
Anv-familh | Le Pelletier ![]() |
Deiziad ganedigezh | 1663 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Ar Mañs ![]() |
Deiziad ar marv | 23 Du 1733 ![]() |
Lec'h ar marv | Landevenneg ![]() |
Yezh vamm | galleg ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg ![]() |
Micher | geriadurour ![]() |
E vuhez
kemmañMont a reas da vanac'h da Saumur, gant kenvreuriezh veneat Saint-Maur. E 1725 ez eas da abati Landevenneg, ha goude da abati Lokmazhe Penn-ar-Bed e-pad eizh vloaz. Eno e teskas brezhoneg. Mervel a reas en abati Landevenneg e 1733.
Labour geriadurouriezh embannet dalif
kemmañSavet en doa ur geriadur etimologel brezhoneg-galleg hag a chomas e stumm ur dornskrid, bloaziet eus 1716, a-raok dezhañ bezañ adkavet gant Pêr-Hiasint Moris, manac'h beneat evel ar Pelleter, hag embannet e 1752, dindan an titl Dictionnaire de la Langue bretonne où l'on voit son antiquité, son affinité avec les anciennes langues, avec l'étymologie de plusieurs mots des autres langues[1], 20 vloaz rik war-lerc'h embannadur geriadur Gregor Rostren. Klokoc'h e oa an dornskrid eus 1716 eget al levr bet embannet goude e varv e 1752. E rakskrid e c'heriadur e sav ar Pelleter a-enep d'ar yezh komzet pe skrivet alies gant ar vourc'hizien ha kêriz. Rebechiñ a ra dezho komz ur yezh fall enni gerioù galleg e-leizh : breton bourgeois, pe breton des villes, c'est à dire du françois terminé ou ajusté à la prononciation bretonnesque.
Gant ar Pelleter e voe eilskrivet an darn eus geriadur Harinkin zo deuet betek ennomp ; geriadur Harinkin a oa bet implijet gant Gregor Rostren evel meneget gantañ en e rakskrid, met ne chom anezhañ nemet ar pezh a oa bet dalc'het gant ar Pelleter. Aozet hag adembannet eo bet ar pezh a chom eus oberenn Harinkin gant Gwenole ar Menn e 1979. Echuet eo bet dornskrid ar Pelleter e 1716 hag embannet geriadur Gregor e 1732. Gregor a lavar en e rakskrid eo bet o labourat e-pad daouzek vloaz war e c'heriadur a voe kroget e-tro 1720 neuze, pevar bloaz goude savidigezh dornskrid e c'heriadur gant ar Pelleter. Ne seblant ket geriadur Harinkin bezañ bet moullet. Goulakaat a c'haller ober neuze e voe prestet dornskrid geriadur Harinkin da Gregor a Rostrenenn gant ar Pelleter daoust ma n'eus prouenn ebet a gement-se.
Keñveriañ a ra gerioù kembraek ha gerioù brezhonek kavet er geriadur kembraeg-saozneg savet gant Joannes Davies, Antiquae linguae britannicae... et linguae latinae, dictionarium duplex : prius britannico-latinum... posterius latino-britannicum ; accesserunt Adagia britannica, Londrez, 1632.
Oberenn
kemmañUr skouerenn eus geriadur ar Pelleter zo er Maezioù Frank, levraoueg Roazhon.
- Dictionnaire étymologique de la langue bretonne où l'on voit son antiquité, son affinité avec les autres langues, tant anciennes que modernes, et quantité d'endroits de l'écriture sainte et des auteurs profanes expliquez plus clairement qu'ils ne le sont ailleurs, avec les étymologies de plusieurs mots des autres langues’’, kentskrid gant Ch. Taillandier, Pariz, François Delaguette, 1752.
Levrlennadur
kemmañ- Gwenole ar Menn, « Le Dictionnaire breton de Harinquin, Geriadur Harinkin (1699) ». E-barzh Hor Yezh, stagadenn d'an niv. 125, Ebrel 1979.
- Définir la "langue bretonne". Discours concurrentiels d’origination et d’identification dans les paratextes des dictionnaires bretons, tezenn doktorelezh dirak Skol-veur Paris-Descartes, 2017.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Geriadur ar brezhoneg ma weler ennañ e gozhentez, e heñvelidigezh ouzh ar yezhoù kozh ha gant gerdarzh meur a c’her er yezhoù all.