Kledenn-ar-C'hab
kumun Penn-ar-Bed
Kledenn-ar-C'hab | ||
---|---|---|
Beg ar Vann. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Cléden-Cap-Sizun | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kemper | |
Kanton | Pontekroaz (betek 2015) Douarnenez (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29028 | |
Kod post | 29770 | |
Maer Amzer gefridi | Nadine Kersaudy 2001-2020 | |
Etrekumuniezh | KK Bro ar C'hab | |
Bro velestradurel | Bro Gerne | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 915 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 48 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 86 m | |
Gorread | 19,08 km² | |
kemmañ ![]() |
Kledenn-ar-C'hab a zo ur gumun eus Kerne-Izel, e kanton Douarnenez, e Bro ar C'hab, e departamant Penn-ar-Bed, e kornôg Breizh.
DouaroniezhAozañ
AnvAozañ
- Bernard Tanguy ː Plebs Cletuen, XIvet; Cletguen Cap Sizun, 1314, c. 1330; Cletguen, 1395, 1426; Cleden Cap Sizun, 1535
- Erwan Vallerie ː Cletuen, XIvet; Cletguen Cap Sizun, 1368; Cleden Cap Sizun, 1516, 1536; Cletguen, 1395; Cledent, 1630
Gerdarzh
- Bernard Tanguy ː diouzh anv ur sant eus Bro-Gembre Clydwin, mab Brychan (Llanglydwen, eus Carmarthenshire)
ArdamezioùAozañ
- En gwad e arbenn-karv en aour, heuliet ouzh kab gant teir erminig ivez en aour; lavreeg en aour, karget ouzh dezhoù gant teir flourdilizenn, hag ouzh kleiz gant teir rozenn, an holl ouzh lezioù, an eil en egile.
Sturienn ː Kleden ar c'hap bloavez mad
Aozer ː Bernard Le Brun
Kuzul ar Gumunn ː 16 Du 1999
Ar c'harv evit familh Kerharo, ar flourdiliz evit ar re Saluden, ar roz evit ar re Keridiern
IstorAozañ
Dispac'h GallAozañ
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Gloaguen, person, Gloaguen, kure, ha daou veleg, Pellé ha Kerizit[2].
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 95 gwaz eus ar gumun, d.le. 3,71% eus ar boblañs e 1911, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[3].
Eil brezel-bedAozañ
- Kouezhout a reas un dournijerez Dornier Do 24 eus an aerlu alaman (Luftwaffe) er gumun d'ar 17 a viz Gouhere 1941, mervel ar reas un nijour, douaret eo e Plouzeniel[4].
- Kledenn-ar-C'hab a voe dalc'het gant ar 1añ Bagad eus an 10vet Kompagnunezh eus ar Grenadier Regiment 894 alaman en nevezamzer 1944, betek penn-kentañ miz Even (Aloubadeg Normandi)[5].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Brudet eo Beg ar Vann, a-dal da Veg ar Raz, en hanternoz da Vae an Anaon.
- Oppidum Kastell Meur (war dro 2000 kent J.-K.)
- Meilh Drougêr, tostik da Veg ar Vann.
- Iliz sant Kleve (gwechall ant Kleden) (XIIvet, XVIIIvet)
- Chapel Itron-Varia a Druez, e Langroaz (1747)
- Chapel sant Tei, bet adasavet en e bez e-kerzh ar XVIIvet kantved, ha kempennet e-kerzh an XIXvet kantved. Feunteun (ad-kempennet e kerzh an XVIIvet kantved). Kroaz (1630)
- Chapel sant Tremeur, e Trouguenour. Merket eus 1538
- Chapel sant Tual, 1772
- Chapel sant Gwenole, e Lansulien. En he boull dija e 1703. Chom a ra ar veunteun, anvet feunteun ar c'helaoued
- Chapel sant Sebastian, e maner Kerazan; bet dispennet war dro 1980 ha kaset ar vein da Bontekroaz.
- Feunteun ant Vaze (1757)
- Kroaz Toull, e Kersaudi
- Monumant ar re varv er vourc'h, luc'hskeudenn ha kartenn-bost[6].
- Monumant ar re varv karter Sant-Tugdual, luc'hskeudenn[7].
Bez ar C'hommonwealth e bered ar gumunAozañ
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Kanada | 1 (Morlu), chomet dianv |
Hollad | 1 |
Mervel a reas e-pad an Eil Brezel Bed[8].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

SkeudennoùAozañ
MelestradurezhAozañ
TudAozañ
Tud bet ganet enoAozañ
- 1975 : Maguy Kerisit, skrivagnerez vrezhonek
Ardamezeg ar familhoùAozañ
Saluden,
aotrounez Kernysan, Keringar, Mescam. Nicolas, kuzulier ouzh Breujoù Breizh e 1645 |
"en aour e deir flourdilizenn en gwad, ur steredenn ivez en gwad ouzh kondon". | |
GevelliñAozañ
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Iwerzhon | Béal an Dá Chab | 1999 |
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
- René Couffon & Alfred Le Bars : Nouveau répertoire des églises et chapelles. Diocèse de Quimper et de Léon. 1988
- Embannadurioù Flohic : Le Patrimoine des communes du Finistère. 1998
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Finistère. 2001
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée. ArMen. 1990
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Daveoù ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 50.
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Pertes Luftwaffe Finistère
- ↑ Deizlevr an Oberleutnant Werner Simon
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Commonwealth War Graves Commission