Pontekroaz
Pontekroaz | ||
---|---|---|
![]() Kêr ar Pont | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Pont-Croix | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kemper | |
Kanton | Pontekroaz (betek 2015) Douarnenez (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29218 | |
Kod post | 29790 | |
Maer Amzer gefridi | Benoît Lauriou 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | KK Bro ar C'hab | |
Bro velestradurel | Bro Gerne | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 566 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 194 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 35 m bihanañ 2 m — brasañ 73 m | |
Gorread | 8,09 km² | |
kemmañ ![]() |
Pontekroaz (distagadur: [põnˈtekwras])[2] a zo ur gumun lec'hiet e Kerne-Izel, e kanton Douarnenez, e Bro ar C'hab e kornôg Breizh.
DouaroniezhAozañ
Heñvel a-walc'h eo lec'hiad Pontekroaz ouzh hini Kemper p'emañ an div gêr en un uhelgompezenn a-us d'ur stêr (a-us div stêr e Kemper) o redek eus ar C'hornôg hag e traoñ dezho e ra ar stêr bennañ un droenn a-serzh evit diskenn d'ar mor.
E genoù stêr Waien, 6 km pelloc'h e kaver ur porzh hag a zo Gwaien e anv ivez hag ur porzh all, a-dal da Waien, Poulwazeg e anv (e kumun Ploeneg).
A-gozh ez ae ar bigi-samm a-hed an aber betek Pontekroaz e-lec'h ma kave ur pont e fin dourioù dous ar stêr. Diborzhiañ a rae Pontekroaz produioù labour-douar (edoù, legumaj) hag enporzhiañ a rae gwin eus Bourdel ha holen Breizh.
Kanienn ar Stêr-Waien a ya a-hed un ugentad a gilometradoù war un ahel eus he mammennn e Pennwaien e Ploneiz betek ar gammdro war-zu ar Su, met div stêr all a gaver en ur foz tektonek er c'hornôg en ur vont betek Bae an Anaon etre Beg ar Vann en Norzh ha Beg ar Raz er Su.
AnvAozañ
- Erwan Vallerie ː Pontecrois, 1306; Pontem Crucis, 1309; Ponte Croes, 1385; Pontecroix, Pontcroix, 1410; Pontecroix, 1419, 1533; Treffve Roscudon, Pontecroix, 1535; Rosgudon, 1536; Pontecroix, Pontcroix, 1578
Gerdarzh
Ar Bonterien pe "tud ar Pont" a vez graet eus an annezidi. Stumm hir hag anv ofisiel brezhonek: Pontekroaz; anv war ar pemdez: ar Pont.
ArdamezioùAozañ
En glazur e leon kudennek en argant.
|
IstorAozañ
HenamzerAozañ
- Evel testeni eus ar sevenadur galian-roman ez eus bet kavet ur villa bras a-walc'h e Kervenenneg gant ur c'hibelldi prevez (eno ez eus bet kavet marelladurioù). Un hent roman a ya d'ober harz Pontekroaz en Norzh war an uhelgompezenn hag ez ae an hent-se eus Kemper betek Beg ar Raz.
KrennamzerAozañ
- Er Grennamzer ne oa ket ur barrez eus Pontekroaz hag e oa ar gêriadenn un drev stag ouzh parrez Beuzeg-ar-C'hab.
- N'eus roud ebet eus an difennoù a oa bet savet e deroù ar Grennamzer, met graet e veze Tour ar C'hastell eus un nebeud straedoù e kreiz-kêr. Ul lec'h strategel eo bet Pontekroaz en amzerioù kozh p'edo etre ar Vro-Vigoudenn hag ar C'hab a-raok ma oa bet savet ur pont e 1933 e Gwaien.
- Sez ur senesaliezh ha lec'h foarioù bras, kozh ha brudet-tre eo bet Pontekroaz ken e oa staliet sez ar galloud ha meur a embregerezh-kenwerzh.
Er XVvet kantved ez eo ar familh Rozmadeg eus Terrug a ya da c'hounit an dreistrenk hag a vo anvet d'ar c'hargoù uhelañ: un eskob hag un den a fiziañs e-kichen ar Roue-Dug e penn ar XVIvet kantved.
XVIIvet kantvedAozañ
- Er XVIIvet kantved e voe staliet e Pontekroaz sez isdileuridigezh ar Roue, met er mare-se e teu kêrig Gwaien, e genoù ar richer, da vezañ ur porzh kevezer evit ar c'henwerzh.
Dispac'h GallAozañ
- Gant al lezenn eus ar 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Pontekroaz da benn ur bann[3];
- Dekred ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Billon, person, Quillivic, kure, ha Duverger, aluzener an ursulinezed; nac'het e voe gant Plohinec, kure[4].
XIXvet kantvedAozañ
- E 1823 e voe krouet ar c'hloerdi bihan e skeud an iliz hag adsavet e oa bet goude 20 vloaz gant adeiladour an eskob, Joseph Bigot. Hemañ en doa miret en e soñj pegen brav e oa an tour mistr pa voe karget da sevel tourioù nevez iliz-veur Gemper war-dro 1850.
- E dibenn an XIXvet kantved e oa bet savet ur c'hae nevez pa greske ar gounezerezh gant muioc'h-muiañ a broduioù da ezporzhiañ.
- Evel meur a annezer eus kêrioù Breizh e savas ar Bonterien a-du gant an Dispac'h gall hag e-pad an IIIe Republik e voe trec'h ar Strollad Radikal-Sokialour er maerdi.
E savadurioù ar c'hloerdi e oa bet staliet ur skolaj-lise prevez dindan baeroniezh sant Visant serret hiziv (ar skolaj a zo bet dilec'hiet da skol gatolik Itron Varia Roskudon). Ennañ e oa bet lojet lod eus an archerien vobil kaset da Blougoñ e 1980.
Ul lec'h evit stalioù ar c'henwerzh dre vras eo kêr ar Pont hag e teu d'en em staliañ enno muioc'h-muiañ a dud a justis (notered, urcherien), a varc'hadourien, a artizaned. Kavet e veze ivez letioù pa greskas an touristerezh hag e dibenn ar c'hantved e oa bet savet gant ar C'huzul-departamant ul linenn hent-houarn gant roudenn strizh hag a yae eus Douarnenez da Waien hag ivez ul linenn hent-houarn hag a yae eus Pontekroaz da Bont-'n-Abad (graet a veze an treñ youtar eus al linenn-se dizimplijet e 1946).
XXvet kantvedAozañ
- En XXvet kantved eo disgresket saviad armerzhel kêr hag he foblañs da-heul (goude 1950). Kollet he deus he roll kenwerzhel uhel pa veze aesoc'h-aesañ mont-ha-dont gant ar c'hirri-tan ha pa oa bet savet e 1933 ar pont etre Ploeneg ha Gwaien.
- Brezel-bed kentañ: e-touez an dud lazhet:
- en Emgann Rossignol : Noël Bonizec, ganet e 1885 er Pont;
- Eil brezel-bed: d'ar 21 a viz Ebrel 1944 e teu an Alamaned da glask war-lerc'h "spontourion", d.l.e. tud ar Rezistañs[5].
- Stourm a-enep ur greizenn nukleel e Plougoñ: d'ar 15 a viz Meurzh 1980 e voe emgannoù e kêr etre an archerion vobil distroet eus Plougoñ hag ar vanifesterien.
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Iliz Itron Varia Roskudon, XIIvet-XVvet kantved, roman ha gotek;
- Chapel Sant-Visant, gotek nevez, XXvet kantved;
- Ti ar Markiz, XVvet kantved ha meur a di kozh e kreiz-kêr;
- Straedoù pavezet;
- Feunteun Itron Varia Roskudon.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

BrezhonegAozañ
- Ur skol Diwan zo bet digoret e 2015 hag en distro-skol 2017 e oa 25 skoliad enskrivet eno (14,5% eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez).
- E distro-skol 2022 e oa 59 skoliad enskrivet er skol Diwan (31,7 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). https://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm
- Votet e oa bet live 2 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr Pontekroaz d'an 31 a viz Genver 2016.
MelestradurezhAozañ
Pontekroaz a oa penn kanton betek 2015.
TudAozañ
Tud ganet enoAozañ
- 1924 : Roje Gargadenneg, skrivagner brezhonek ha gallek
- 1951 : Jean-Yves Lagadeg, geriadurour ha yezhoniour brezhonek.
Tud marvet enoAozañ
- 2005 : Roje Gargadenneg, skrivagner brezhonek ha gallek
Ardamezeg ar familhoùAozañ
Hervé le Bastard de Kerguiffinec,
senesal Pontekroaz e 1721, maer Kemper ha kannad ouzh ar Breujoù e 1738. |
En argant e deir dreustell en gul leinet gant teir brizhenn erminig | |
GevelliñAozañ
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Kernev-Veur | Lanngostentin | 1990 |
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
- Roje Gargadenneg, "Gerioù ha troioù-lavar dastumet e Pontekroaz", Hor Yezh (div levrenn), 1986 (niv. 167/168, niv.169).
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Nouvel atlas linguistique de la Basse-Bretagne, 2001, kartenn 006
- ↑ J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.105
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajennoù 48 ha 49.
- ↑ Deizlevr an Oberleutnant Werner Simon