Plouzeniel
kumun Penn-ar-Bed
Plouzeniel | ||
---|---|---|
![]() An ti-kêr. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Ploudaniel | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Brest | |
Kanton | Lesneven | |
Kod kumun | 29179 | |
Kod post | 29260 | |
Maer Amzer gefridi | Pierre Guiziou 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | KK Bro Lesneven hag Aod ar Mojennoù | |
Bro velestradurel | Bro Brest | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 3 750 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 81 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 82 m bihanañ 27 m — brasañ 121 m | |
Gorread | 46,28 km² | |
kemmañ ![]() |
Plouzeniel a zo ur gumun eus Bro-Leon e kanton Lesneven, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh.
DouaroniezhAozañ
- Eieniñ a ra an Aber-Ac'h e Plouzeniel.
AnvAozañ
- Bernard Tanguy ː Ploudaniel, 1310; Ploedaniel, c. 1330, 1336; Plebs Danieli, 1336; Guicdenyel, 1528
- Erwan Vallerie ː Ploudaniel, 1310; Plebe Danielis, Ploedaniel, 1336; Ploedaniel, 1373; Plebedaniel, Ploueaniel, 1421; Ploedaniel, 1424, 1516; Guicdenyel, 1528; Ploedaniel, 1630
Gerdarzh
Marteze diwar sant Deiniol, anv ur sant eus Kembre eus VIvet kantved, diskibl da sant Iltud, hag eskob kentañ Bangor.
ArdamezioùAozañ
Troc'het hag milginet ː ouzh 1, geotet e deir bleunienn aval-douar treustellet en argant nodellek en aour; ouzh 2, en aour e arbenn-karv en sabel
Sturienn ː Plouzeniel presz bepred
Aozer ː Jean-Edouard Benoiston
Kuzul ar Gumun ː 16 C'hwevrer 1976
IstorAozañ
XVIIvet kantvedAozañ
- 1676: nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh daou zen eus Plouzeniel, Jean Le Sanquer, bet liorzhour, ha Le Fur, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[2].
Dispac'h GallAozañ
- Tud eus ar gumun a gemeras perzh en Emgann Kergidu d'ar 24 a viz Meurzh 1793 e-kichen Plougouloum; un dell-gastiz a 7 000 lur a voe paeet gant ar gumun edan 24 euriad[3].
XXvet kantvedAozañ
- Eil Brezel-bed: d'an 18 a viz Even 1940 e kouezhas ur c'harr-nij Walrus marilhet L2312 eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) e Plouzeniel, lazhet e voe e bevar milour[4].
BrezhonegAozañ
- D'an 2 a viz C'hwevrer 2007 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumunAozañ
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
Aostralia | 2 (Aerlu) |
Rouantelezh-Unanet | 2 (Aerlu:1, Tirlu:1) |
Hollad | 4 |
Mervel a rejont e-pad an Eil Brezel Bed, d'an 18 a viz Even 1940 pa gouezhas o c'harr-nij (Walrus marilhet L2312) e Plouzeniel[5],[6].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
TudAozañ
Tud bet ganet enoAozañ
- 1920 : Louis Lichou.
Tud bet marvet enoAozañ
- 1989 : Yvon Marrec, marc'hhouarnour.
Ardamezeg ar familhoùAozañ
Le Baillif / Ar Veli, aotrounez Coëtjunval |
en glazur e zaou orsel en aour, kurunet ivez en aour | |
Barbier / Bar Ver,
aotrounez Kernaou ha Killimadeg |
En argant, e ziv dreustell en sabel |
GevelliñAozañ
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Finistère. 2001
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée. ArMen. 1990
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Daveoù ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajennoù 157 ha 158
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ Commonwealth War Graves Commission