Kerc'h
Avena sativa
Rummatadur Cronquist
Riezad : Plantae
Skourrad : Magnoliophyta
Kevrennad : Liliopsida
Urzhad : Poales
Kerentiad : Poaceae
Genad : Avena sativa
Anv skiantel
Avena sativa
L. (1753)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar c'herc'h a zo un ed eus kerentiad ar poaceae. Tra ma c'hell an dud e zebriñ e implijer da voueta al loened-feurm. Kenaozañ un darn vras eus boued ar c'hezeg.

Hendad avena sativa a zo ar gerc'henn ouez Avena sterilis. War a seblant e kreske hendadoù avena sterilis er C'hresk Frouezhus. Ar stumm-feurn na zeu war well nemet diwezhat a-walc'h, en Europa Oadvezh an Arem, avat. Evel ar segal e teu ar c'herc'h eus ur c'heotenn fall a greske asambles gant ar gwinizh, moarvat. Pa dizh al labour-douar rannvroioù ma veze gleboc'h an hin ez eas da zezenusoc'h an doareoù geot fall-se hag evito o-unan e voent gounezet[1]

Gounederezh

kemmañ
Produerien kerc'h vrasañ — 2005
(milion ton)
  Rusia 5.1
  Kanada 3.3
  Alamagn 1.7
  Polonia 1.3
  Finland 1.2
  Aostralia 1.1
  Alamagn 1.0
  Belarus 0.8
  Sina 0.8
  Ukraina 0.8
Bed a-bezh 24.6
Source:
UN Food & Agriculture Organisation (FAO)
[2]

Gounezet e vez kerc'h e kement lec'h ma vez klouar an hin. Nebeutoc'h a dommder en devez ezhomm e-pad an hañv eget an edoù arall ha gwelloc'h e c'houzañvont ar glav. Pouezus eo neuze er rannvro ma vez gleb ha yen an hañvezhioù, evel e gwalarn Europa. Betek en Island e c'hounezer kerc'h. Hadet e vez e-pad an nevez-amzer pe e-pad an diskar-amzer

Daveoù

kemmañ
  1. Zhou, X., Jellen, E.N., Murphy, J.P. 1999. Progenitor germplasm of domesticated hexaploid oat. Crop science 39: 1208-1214
  2. Major Food And Agricultural Commodities And Producers - Countries By Commodity
  • Gauldie, Enid (1981). The Scottish Miller 1700 - 1900. Pub. John Donald. ISBN 0-85976-067-7.


Sellit ouzh ar ger kerc'h er
wikeriadur, ar geriadur frank.