Patatez
A bep seurt gouennoù patatez
Rummatadur Cronquist
Riezad : Plantae
Skourrad : Magnoliophyta
Kevrennad : Magnoliopsida
Urzhad : Solanales
Kerentiad : Solanaceae
Genad : Solanum
Anv skiantel
Solanum tuberosum
L., 1753
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar patatez, pe avaloù-douar, a zo torzhelloù mat da zebriñ ar blantenn eus ar spesad Solanum tuberosum, eus kerentiad ar Solanaceae. Graet e vez gant an anv-se koulz evit ar blantenn ("plant patatez") hag evit he zorzhelloù a vez debret evel legumaj.

Bro orin ar patatez eo Amerika ar Su (aridennad an Andoù).

Boutoù patatez.


An anvioù

kemmañ

E brezhoneg e vez lavaret koulz patatez hag avaloù-douar. An eil a vez kavet kentoc'h eus tu norzh ar vro hag egile er su, met kenvevañ a ra an daou anv e gwirionez[1]. Ar stumm pato (/pa'toˑ/) a vez klevet e Kernev-Uhel, ha betek e Plougonven, e Treger.

Rummadoù

kemmañ
  • Ar re abred: a vo tennet 90 devezh well-wazh goude dezho bezañ bet hadet
  • Ar re damabred: a vo tennet a-raok 110 devezh goude dezho bezañ bet hadet.
  • Ar re damdiwezhat: a chomo 120 devezh en douar.
  • Ar re diwezhat: a chomo etre 120 ha 140 devezh en douar a-raok na vo torret an erv warne. Mat e vezont da viret.

An daou seurt kentañ, abred ha damabred, a vez tennet pa grog ar c'horz anezho da grazañ, e-tro 110 devezh .

Ar patatez prim a vez tennet a-raok dezho mont en o azv, pa gomañs o c'horz dont melen. Tud zo a gav mat ar frouezh pe al legumaj pa ne vezont ket en o ment pe en o blaz c'hoazh. Gwelloc'h e vijent. Seul vihanoc'h, seul welloc'h, emezo.

Adalek 120 devezh bet en douar e vez graet avaloù nevez eus ar re gentañ a vez tennet. Troc'hañ a ra an nen ar c'horz warne an aliesañ evit ma chomint un tamm c'hoazh. Goude-se e vez graet avaloù douar diwezhat eus a re a vo miret un nebeud mizvezhioù e freskijenn ar c'hav teñval, dre ma vint debret, nepell diouzh ar boutailhadoù gwin ruz (dre ma vint divontet d'o zro).

 

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Atlas yezhoniel Breizh-Uhel, Pêr ar Rouz, kartenn 20, gwelet amañ [1].

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Sellit ouzh ar ger Patatez er
wikeriadur, ar geriadur frank.