Bro-Raez
Bro-Raez (Pays de Retz e galleg, Paes de Réz e poateveg) zo ur vroig istorel e gevred Breizh, er c'hreisteiz d'al Liger.
Emañ Bro-Raez etre aber al Liger hag ar Geunioù Brezhon, etre Bae Bourc'hnevez hag al Lenn Veur.
Kumunioù Bro-RaezAozañ
Kanton BouezAozañDiskaret eo bet ar c'hanton e 2014.
|
Kanton Bourc'hnevez-RaezAozañ |
Kanton MachikoulAozañ
|
Kanton PemboAozañ
|
Kanton PentelloùAozañ
|
Kanton PornizhAozañ
|
Kanton Sant-Filberzh-DeazAozañ
|
Kanton Sant-Pêr-RaezAozañ
|
IstorAozañ
En IXvet kantved e voe aloubet ar c'horn-bro gant armeoù ar Vretoned, renet gant Nevenoe hag e vab Erispoe, a voe trec'h war ar Franked etre 843 ha 851. Da-heul Feur-emglev Angers (851), skoulmet etre Karl Voal hag Erispoe e voe roet bro Raez, pe "Ratense", d'ar Vretoned[1].
Ar baron Jili Raez, a damaller dezhañ bezañ muntret ha gwallet e-leizh a vugale vihan, a oa un denjentil eus Bro-Raez.
E-pad Brezel Vendée, da vare an Dispac'h Gall, e oa ar c'horn-bro unan eus lec'hioù kreñv ar roueelourien[2].
YezhAozañ
Hanter-hent etre ar poateveg hag ar gallaoueg eo ar parlantoù komzet e Bro-Raez. Tennañ a reont muioc'h d'ar poateveg e kreisteiz ar vro[3],[4],[5],[6].
NotennoùAozañ
- ↑ René Cintre, Les Marches de Bretagne au Moyen Âge, ti-embann Jean Marie Pierre 1992
- ↑ Alain Gérard, Les Vendéens des origines à nos jours, Centre vendéen des recherches historiques, La Roche-sur-Yon 2001
- ↑ Kevredigezh Arantéle
- ↑ Pivetea
- ↑ Lec'hienn UPCP-Métive
- ↑ Blanchet, Ph., 1996, Problématique de la situation ethnolinguistique du pays de Retz (Loire-Atlantique) : pratiques linguistiques et identité en zone de marches, in F. Manzano (dir.), Langues et parlers de l'Ouest, Cahiers de Sociolinguistique 1, Presses Universitaires de Rennes, 1996, p. 45-80