Emgann Jengland (anvet ivez Jengland-Beslé, Beslé ha Grand-Fougeray e galleg) a oa c'hoarvezet d'an 22 a viz Eost 851 e Felgerieg-Veur etre ar Franked, renet gant an impalaer Karl Voal, hag ar Vretoned renet gant Erispoe, roue Breizh. Aet e oa an trec'h a-grenn gant arme ar 1 000 soudard brezhon war ar 5 000 soudard frank (etre 4 000 ha 6 000).

Feur-emglev Angers Aozañ

Goude an emgann e voe sinet feur-emglev Angers, e miz Gwengolo 851, ha drezañ e voe nevezet an darempredoù etre Brezhoned ha Franked, ma voe anavezet Erispoe evel roue Breizh gant Impalaer ar C'hornôg .

Hervez Bloazdanevelloù Saint-Bertin "Erispoe, mab da Nominoë", a resevas, e kêr Angers, arouezioù ar rouaned ha kontelezhioù Roazhon, Naoned ha Raez.