Digeriñ al lañser pennañ

Nevenoe

Penn Breizh, Missus an Impalaer, Priñs Breizh
Nevenoe
Nevenoe
Nevenoe taolennet el levr Barzhaz Breizh
Alias Tad ar vro
Pater Patriae
Roue kentañ Breizh
Penntiern ar Vrezhoned
Brittonum Rex
Ganet Tro 800
Marvet 7 a viz Meurzh 851 (51 bloaz)
Ar Mañs (Francia Occidentalis)
Broadelezh Kroaz Du.svg Breizh
Micher Kont Gwened
Penn ar Vretoned
  • ██ Tiriad dindan ren Nevenoe, 845-867
  • Istor Breizh
    Bretoned kentañ
    -5000 kent JK
    Arvorig
    Marevezh galian
    Vvet kantved kt JK - -56
    Marevezh roman
    -56 - IVe kantved
    Marevezh poblañ Arvorig
    ha savidigezh Breizh
    IVe - IXvet kantved
    Rouaned
    845 - 913
    845 - 851 Nevenoe
    851 - 857 Erispoe
    857 - 874 Salaun
    874 - 876 Gurwant / Paskwezhen
    876 - 888 Yezekael
    888 - 907 Alan I
    908? - 913? Gourmaelon
    Reuziad an Normaned
    913? - 931
    Rögnvaldr
    Felecanus
    Inconus
    931 - 937 Gwilherm I
    Marevezh an Duged
    937 - 1532
    Tiegezh Naoned
    937 - 952 Alan al Louarn
    952 - 958 Drogon
    958 - 981 Hoel I
    981 - 988 Gwereg
    Tiegezh Roazhon
    970 - 992 Konan I
    992 - 1008 Jafrez I
    1008 - 1040 Alan III
    1040 - 1066 Konan II
    Tiegezh Kernev
    1066 - 1084 Hoel II
    1084 - 1112 Alan IV Fergant
    1112 - 1148 Konan III
    Tiegezh Pentevr
    1148 - 1166 Konan IV
    1166 - 1201 Konstanza
    Plantajened
    1169 - 1186 Jafrez II
    1196 - 1203 Arzhur I
    Tiegezh Thouars
    1203 - 1221 Alis Breizh
    Tiegezh Dreux
    1213 - 1237 Pêr I
    1221 - 1286 Yann I
    1286 - 1305 Yann II
    1305 - 1312 Arzhur II
    1312 - 1341 Yann III
    Tiegezh Bleaz-Pentevr
    1341 - 1364 Janed Pentevr ha Charlez Bleaz
    Tiegezh Moñforzh
    1341 - 1345 Yann Moñforzh
    1364 - 1399 Yann IV
    1399 - 1442 Yann V
    1442 - 1450 Frañsez I
    1450 - 1457 Pêr II
    1457 - 1458 Arzhur III
    1458 - 1488 Frañsez II
    1488 - 1514 Anna Breizh
    1514 - 1524 Klaoda Breizh
    1524 - 1532 Frañsez III
    Marevezh ar Breujoù
    1532 - 1789
    Gouarn war-eeun Pariz
    1789 - 1974
    Rannvroeladur
    René Pleven 1974-1976
    André Colin 1976-1978
    Raymond Marcellin 1978-1986
    Yvon Bourges 1986-1998
    Josilin Roc'han 1998-2004
    Jean-Yves an Drian 2004-2012
    Pierrick Massiot 2012-2015
    Jean-Yves Le Drian 2015-2017
    Loïg Chesnais-Girard abaoe 2017

    Nevenoe (pe Nevenoù, pe Nominoe, Numinoe en dielloù), marvet d'ar 7 a viz Meurzh 851 e-kichen Vendôme, a oa ur priñs breizhat hag a oa bet roet karg dezhañ gant an impalaer frank Loeiz an Deol da vezañ missus dominicus (ur seurt prefed) e Breizh evit lakaat ar Vrezhoned da baeañ tailhoù da Impalaeriezh ar C'hornôg.
    Pa varvas Loeiz an Deol ne fellas ket da Nevenoe chom dindan beli e vab Karl Voal, setu e kemeras penn ar Vretoned.

    Tud zo a wel Nevenoe evel « roue kentañ Breizh »[1] a-bezh — petra bennak ma c'hallfed reiñ an titl-se da Morvan Lez-Breizh pe da Yezekael, roue Domnonea, met hervez lod istorourien ne oa ket roue evit gwir, kontrol d'e vab.
    Lesanvet e vez « Tad ar Vro » gant ar Vretoned memestra peogwir en doa savet ur Stad e Breizh hag a badas betek dibenn ar Grennamzer [2]

    BuhezAozañ

    N'ouzer ket mat eus pelec'h e teue Nevenoe. Kont Gwened e oa, met n'eo ket ret e teue eus Bro-Wened. Tud zo a lavar e teue eus ar vro e-kichen Redon, met krediñ a reer e teue eus ar Poc'her.

    Goude an emsavadeg hollek a c'hoarvezas en Impalaeriezh ar C'hornôg e voe aozet e 831 ur vodadeg hollek en Ingelheim. Eno e voe anvet Nominoe missus imperatoris ("kannad an impalaer") ar Vretoned gant impalaer ar C'hornôg ha roue ar Franked Loeiz an Deol, mab Karl Veur, da lavaret eo kannad annezidi Breizh a-bezh war-bouez markoù Roazhon ha Naoned rak en IXvet kantved e oa an harzoù etre ar Vrezhoned hag ar Franked a-hed ar stêr Wilen. Gant Regino Prüm e voe skrivet, dre fazi e 837, en e gChronicon :

    Murmanus rex Brittonum moritur et Numenoio apud Ingelheim ab imperator ducatus ipsius gentis traditur.
    Morvan, roue ar Vretoned, a varvas ha Numenoi [Nevenoe] a voe krouet dug ar memes pobl gant an impalaer en Ingelheim.[3]

    Feal e chomas Nevenoe da Loeiz betek marv an impalaer e 840, met ne oa ket evit anavezout beli e vab pa n'en doa ket touet chom feal dezhañ.

    Trec'h e voe Nevenoe war Karl Voal, mab da Loeiz an Deol en Emgann Ballon e-kichen Baen-Ballon e 845.
    Aloubiñ a reas Nevenoe bro Roazhon ha Bro-Naoned goude-se, ha klask astenn e veli war gornôg Bro-C'hall.

    Mervel a reas e-kichen Vendôme d'ar 7 a viz Meurzh 851.

    Dimezet e oa Nevenoe da Arc'hantael (Argantael). Evel ur roue e renas e diriad hag e harpas sant Konwoion evit sevel Abati ar Salver e Redon.
    Erispoe, mab dezhañ, a voe lakaet da roue goude e varv.

    TitladurAozañ

    • Gubernans in Brittanniam adalek 831 betek 837
    • Comes Venetice civitatis e 832
    • Magister in Britanniam e 833
    • Regnans in Britannia e 833, 835
    • Princeps Venetice civitatis e 834
    • Missus in Britannia e 837 ha 839
    • Dux in Britannia e 834 ha 840
    • Dominans in Britanniam e 837

    Nevenoe e Breizh a-vremañAozañ

    Monumant Baen BallonAozañ

    Ur monumant lid a vo ouzhpennet d'ar 26 a viz Mae 2018. [4] Jean-Pierre Baudu eo an arzour e-karg gant sevel ar mein koun.

    • Tapet en deus Nevenoe ur plas hep e bar e spered ar Vretoned a-vremañ. Moarvat eo an den istorel anavezetañ war-lerc’h an dugez Anna.
    • Lesanvet eo bet « Tad ar Vro ».
    • Névénoé (pe Névénoë) zo ur c'hooperativ komz poblek hag un ti embann pladennoù sonerezh Breizh krouet gant Patrick Ewen ha Gérard Delahaye e 1973.
    • D'ar mare ma kreded e oa bet c’hoarvezet Emgann Ballon e deroù miz Mezheven e oa bet roet lañs e Baen-Ballon d’un darvoud anvet Devezh ar vro, er bloavezhioù 1950. Eno, war ar blasenn vras, ez eus un delwenn savet gant Raffig Tullou e 1952 m’eo bet enskrivet Nevenoe - Tad ar Vro - Penntiern ar Vretoned - Nominoe - Britonnum Rex - 851.
    • Gilles Servat a gan ar ganaouenn "Kan bale Nevenoe", krouet ha kanet da gentañ gant Glenmor.[5]
    • Un embregerezh koarad en deus choazet an anv Nominoë, produioù ekologel ha bio a vez produet ganto.[6]
    • Ur yalc'had arc'hant a zo bet roet an anv "Yalc'had Nevenoe" pe "Fonds Nominoe" dezhi. Krouet ha mestroniet gant ospital Pontchaillou e Roazhon, ar yalc'had a servij da harpañ mennadoù medisinerezh. [7]

    OberennoùAozañ

    E brezhonegAozañ

    E gallegAozañ

    • Colette Geslin, La chevauchée de Nominoë, romant.
    • Yann Brekilien, Les Cavaliers du Bout du Monde.
    En e raok:
    Rouaned ha Duged Breizh
     
    840851
    War e lerc'h:
    Erispoe

    Notennoù ha daveennoùAozañ

    Gwelet ivezAozañ

    LevrlennadurAozañ

    • Louis Élégoet, Istor Breizh, TES
    • Arthur de La Borderie, Histoire de Bretagne, t. 2, Mayenne, Joseph Floch,‎ 1975 (1re éd. 1898), 556 p., p. 27-72
    • Barthélemy-Amédée Pocquet du Haut-Jussé,
      • Nominoë et la naissance de la Bretagne, Société d'histoire et d'archéologie de Bretagne,‎ 1945
      • Les Papes et les Ducs de Bretagne, Spézet, COOP Breizh,‎ 2000 (ISBN 2843-46077-8)
    • Henri Poisson, Nominoë : Fondateur de l'État breton, Les Presses Bretonnes,‎ Sant-Brieg, 1967
    • Hervé Le Boterf, Nominoë et l'épopée des Rois de Bretagne, Paris, France-Empire,‎ 1981 (ISBN 2-70480-875-9)
    • André Chédeville et Hubert Guillotel, La Bretagne des saints et des rois Ve-Xe siècle, Éditions Ouest-France,‎ 1984, 423 p. (ISBN 2-85882-613-7)
    • Noël-Yves Tonnerre, Naissance de la Bretagne. Géographie historique et structures sociales de la Bretagne méridionale (Nantais et Vannetais) de la fin du VIIIe à la fin du XIIe siècle, Angers, Presses de l'Université d'Angers,‎ 1994 (ISBN 2-903075-58-1)
    • Janet L. Nelson, Charles le Chauve, Paris, Aubier Histoires,‎ 1994 (ISBN 27007-2261-2)
    • Jean-Christophe Cassard, Les Bretons de Nominoë, Brasparzh, Beltan, 1990, 320 p. Adembannet gant Presses Universitaires de Rennes, Roazhon, 2003.