Arzhur II
Arthur II, a oa ganet d'ar 25 a viz Gouhere 1261, hag a varvas d'ar 27 a viz Eost 1312 e Kastell an Enez (war ar stêr Gwilun), a voe dug Breizh eus 1305 betek e varv. Mab e oa d'an dug Yann II, dug Breizh, ha da Beatris Bro-Saoz.
E vuhezAozañ
Kont Richemont e oa pa oa e dad e buhez, ha lezel a reas an titl gant e vreur pan eas da zug war-lerc'h marv o zad. Berr e voe e ren, sioul ivez.
Bugale diwar e wreg kentañAozañ
E 1275 e timezas e Tours gant Marie Limoges, (1260-1290), beskontez Limoges, merc'h da Guy VI, ha da Marc'harit Bourgogne. Tri bugel o devoe:
- Yann III, dug Breizh (1286 † 1341), a voe dug Breizh;
- Pêr (1289 † 1312), aotrou Avesnes.
Bugale diwar e eil gwregAozañ
E miz Mae 1294, goude ma oa bet intañvet, e timezas gant Yolande Moñforzh (1263 † 1330), a oa merc'h da Robert IV, kont Dreux ha Braine, ha da Véatrice Moñforzh, kontez Moñforzh. C'hwec'h bugel o devoe :
- Yann Moñforzh (1294 † 1345), kont Moñforzh ;
- Gwenn (18 Gouhere1300)
Mervel a eure d'ar 27 a viz Eost 1312 e Kastell an Enez, ha beziet e kouent ar gordellerien e Gwened, en ur bez marmor a voe distrujet da vare an Dispac'h. Mont a reas tammoù anezhañ da veinañ un hent, hogen tammoù zo a vez diskouezet a-wechadoù er vro.
En e raok: Yann II |
Rouaned ha Duged Breizh 1305 – 1312 |
War e lerc'h: Yann III |