Alan Iañ
Roue Breizh e oa Alan Iañ, anvet ivez Alan Veur, adalek 890 betek e varv e 907. Mab e oa d'ur priñs anvet Ridoredh, hervez un dihell eus Saint Aubin d'Angers en XIvet kantved. Ren a reas war-lerc'h e vreur Paskwezhen († 876), a oa mab-kaer d'ar roue Salaun († 874).
Alan a oa kont Gwened, Naoned ha Kerne. Goude marv e vreur e 877 e stourmas ouzh Yezekael evit tapout kurunenn Breizh. Gantañ e tivroc'has da vrezeliñ a-enep ar Vikinged avat. En Emgann Kistreberzh e trec'has anezho e 888. Lazhet e oa bet Yezekael en degouezh-se ken e chomas Alan e-unan da vont da roue Breizh.
Ur marevezh a beoc'h hag a verzh a oa e ren evit Breizh.
Monumantoù Kistreberzh
kemmañ-
Plakenn, Monumant Alan Veur er vourc'h
-
Plakenn, Monumant Alan Veur er vourc'h
-
Monumant Alan Veur er vourc'h
-
Kroaz Alan Veur er vered
-
Plakenn, Kroaz Alan Veur er vered
Bugale
kemmañGant e wreg Orgaim en doe pemp mab, ha div verc'h a voe dimezet:
- Paskwezhen, bev e 903 (Vuereche fili Alani Pascuiten fratris sui)
- Gwereg (Vuereche fili Alani),
- Budig, bev en 903 (Pascuuethan et Dergen et Budic, filii ejus..."),
- Roudalt (907-913), kont Gwened (post mortem patri sui[2]), tad lignez Rieux;
- Derrien, meneget en 903, tad lignez Elven ha Largoët,
- Ur verc'h dianav, dimezet gant Matuedoi, kont Poc'her hag a oa mamm Alan II,
- Ur verc'h dianav, a oa dimezet gant Tangi, kengont Gwened, marvet kent 913.
N'eo ket ur mab dezhañ avat, a renas war e lerc'h, met Gourmaelon, kont Kerne.
Liammoù diavez
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Smith, Julia M. H. Province and Empire: Brittany and the Carolingians. Cambridge University Press: 1992.
- Noël-Yves Tonnerre, Naissance de la Bretagne. Géographie historique et structures sociales de la Bretagne méridionale (Nantais et Vannetais) de la fin du VIIIe à la fin du XIIe siècle, Angers, Presses de l'Université d'Angers, 1994 (ISBN 2-903075-58-1) .
- C.A Picquenard, « Alain le Grand et les anciennes Chroniques », dans Bulletin de la Société archéologique du Finistère, 1907, p. 220-224 .
- C.A Picquenard, « Nouvelles recherches sur le règne d'Alain le Grand », dans Bulletin de la Société archéologique du Finistère, 1908, p. 134-136 .
- André Chédeville et Hubert Guillotel, La Bretagne des saints et des rois Ve-Xe siècle, Editions Ouest France, 1984 (ISBN 2-85882-613-7) .
- Arthur de La Borderie Histoire de Bretagne: Tome deuxième Réédition Joseph Floch Imprimeur Éditeur à Mayenne (1975).Alain et Judicaël 877-888 p. 323-330 & Règne d'Alain le Grand 888-907 p. 331-346.
En e raok: Paskwezhen ha Gurwant |
Roue Breizh (o stourm ouzh Yezekael) |
War e lerc'h: Gourmaelon |