Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !

Impalaer ar C'hornôg e 875 ha roue Bro-C'hall (Francia occidentalis) e oa Karl II, pe Karl ar Moal[1], pe Charlez ar Moal[2], pe Karl Voal[3], ganet e 823 e Frankfurt am Main ha marvet e 877 en Avrieux. Mab e oa d'an impalaer Loeiz an Deol ha da Judit Bavaria, trede pried Loeiz. Met tri breur henañ en doa, bugale Irmingard Hespengau, hag ar re-se ne oant evit gouzañv e vije rannet an impalaeriezh e peder lodenn. A-benn ar fin, goude emgannañ enep dezho a-hed ar bloavezhioù e c'hounezas Karl an uhelgarg e diwezh e vuhez. E Breizh e voe trec'het gant ar Vrezhoned renet gant Nevenoe e 845 ha gant Erispoe e Jengland.


Buhez kemmañ

Pa oa bihan e klaskas e vreudeur lakaat o c'hrabanoù warnañ ha war e vamm, Judit. Da gentañ e voent kounnaret o welout e oa bet roet an titl a roue Alamagn (Alemenia e latin) dezhañ pa ne oa nemet 4 bloaz. Goude-se pa voe roet hini roue Akwitania dezhañ e 838 pa oa 15 vloaz. Goude marv o zad e voe gwashoc'h an tabut etre ar vreudeur. Met pa glaske Lotar Iañ, ar breur henañ, skarzhañ ar re all eus an uhelgarg e savas Karl un emglev gant Loeiz a Alamagn hag e oe trec'h an daou asamblez e Fontenoy-en-Puisaye (841). Diwar feur-emglev Verdun sinet e 843 e asantas an tri breur e vije rannet an impalaeriezh e teir rouantelezh :

 

Ouzh e rouantelezh e stagas Provañs ha (dre aloubiñ pe dre hêrezh), met reiñ a rankas ul lodenn eus Lotaringia da Loeiz dre feur-emglev Mersen.

Etre 856 ha 861 e c'houzañvas e rouantelezh meur a aloubadenn diwar an Normanned ken e kavas gwelloc'h kas anezho da vont pelloc'h dre profoù arc'hant eget bountañ anezho kuit. Diwar an abeg-mann e zigargas Charlez bodadeg e wazhourien eus e uhelgarg e 856, met e adkemeras ar garg gant harp an eskibien.

E 865 pa varvas Loter II, mab Loter e oe rannet Bro-Loter etre Bro-C'hall hag Alamagn adarre.

E 875 e oe kurunennet Charlez II evel impalaer gant ar Pab Yann III war-lerc'h Loeiz II a Italia, mab henañ da Loter. Pa varvas e hantervreur, Loeiz a Alamagn, e 876, e aloubas Karl lodenn gornôg Bro-Loter, met trec'h e oe warnañ gant al lu bras kaset gant e nized (emgann Andernac'h e-kichen Koblenz, 876).

P'e doa kemeret dre laeroñsi an Akitania d'e eontr, Pepin II Akitania, e tleas ober ar brezel dezhañ meur a wech.

E 877 ec'h embannas e Quierzy ma vije legadet ar c'hontelezhioù dre hêrezh ha dre-se e krogas amzer ar c'hladdalc'helezh. Goude-se ez eas da Italia da zifenn ar Pab Yann II taget gant an Arabed, met kevout a reas e klaske Karloman, mab da Loeiz a Alamagn, aloubiñ Bro-C'hall. Mervel a reas d'ar 6 a viz Here 877 pa oa o treuziñ an Alpoù e kêriadenn Brios (Avrieux hiziv). A-hervez e vije bet lazhet an impalaer gant un ampoezon roet dezhañ gant e vezeg.


Eured ha bugale kemmañ

D'ar 14 a viz Kerzu 842 ec'h euredas Karl e Quierzy da Ermentrude Orleañs, eus tiegezh an Agilolfinged, ha nav bugel o doe :

Goude ec'h addimezas Karl da Richild, eus tiegezh ar Bosonided, hag ur verc'h o doe :

  • Rothild (war-dro 871 – war-dro 928), dimezet da gont Maine Roger.

Bugale all o dije bet, marvet yaouank, en o zouez Peppin ha Dreux, anezho gevelled marteze, beziet en abati Saint-Amand[4].

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Bulletin de la société académique de Brest, Deuxième série, Tome XX, 1894-1895. Brest, 1895. « Maro ar Roue Morvan » gant Ch. Gwennou, p. 464. « Kenteliou ann Istor », p. 470.
  2. Louis Élégoët, Istor Breizh, RES, 1999, p. 55b.
  3. « Emgann Jengland e 851 » gant Noël-Yves Tonnerre, lakaet e brezhoneg gant Kuzul ar Brezhoneg.
  4. 4,0 ha4,1 Anselme de Sainte Marie (Père Anselme), Histoire généalogique et chronologique de la Maison Royale de France, 9 volumes, Paris, 1725 et années suivantes, tome 1, page 34, lire en ligne
  5. Patrom:Lien web
  6. Patrom:Lien web


En e raok:
Loeiz an Deol
Rouaned ar Franked
 
843877
War e lerc'h:
Loeiz II


En e raok:
Loeiz II
Impalaer ar C'hornôg
 
875877
War e lerc'h:
Karl III an Tev