Lotar Iañ
Lotar Iañ (Nederlandeg ha latin ar Grennamzer : Lotharius ; alamaneg : Lothar ; galleg : Lothaire ; italianeg : Lotario ; 795 - Prüm, Rheinland-Pfalz; 29 a viz Gwengolo 855), a oa mab d'an impalaer Loeiz an Deol ha d'e bried Irmingard Hespengau, ha breur da Garl Voal. Gouarnour Bavaria e voe (815-817), roue Italia (818-855), roue Frankia ar C'hreiz (840-855), hag Impalaer ar C'hornôg e voe adalek 817 betek e varv (war un dro gant e dad betek 840).
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Impalaeriezh ar C'hornôg |
Anv e yezh-vamm an den | Lothar, Lothaire |
Anv-bihan | Lothair, Lothar, Lotharius, Lothaire |
Titl noblañs | emperor of the Occident, Roll rouaned Italia, Roue ar Franked |
Deiziad ganedigezh | 795 |
Lec'h ganedigezh | Altdorf |
Deiziad ar marv | 29 Gwe 855 |
Lec'h ar marv | Prüm |
Lec'h douaridigezh | Prüm Abbey |
Tad | Loeiz an Deol |
Mamm | Irmingard Hespengau |
Pried | Ermengarde Teurgn |
Kompagnun(ez) | Doda |
Familh | Karolingidi |
Yezhoù komzet pe skrivet | latin |
Micher | monark, skrivagner |
Karg | dug Bavaria, Carolingian Roman emperor |
Stad ar c'hanonizasion | sant |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Dimeziñ a eure da Irmingard von Erstein, merc'h da Huon Elzas, kont Teurgn.
Istor
kemmañE 814 e voe roet gouarnelezh Bavaria dezhañ gant e dad Loeiz an Deol. E 817 e voe embannet an Ordinatio imperii ("Aozadur ar gouarnamant") gant Loeiz, disklêriet ennañ e oa Lotar ar pennhêr.
Bec'h a savas pa intañvas Loeiz. Addimeziñ a reas da Judit Bavaria a c'hanas ur mab, Karl, a vo lesanvet "Karl Voal". Adalek neuze e reas Judit he seizh gwellañ da lakaat he mab da impalaer.
Kaset e voe Lotar da Italia, ma kemeras kurunenn roue al Lombarded e 822 ha diazezañ e lez e Pavia. D'ar 5 a viz Ebrel 823 e voe sakret kenimpalaer e Roma gant ar pab Paskal Iañ.
Pa fellas da Loeiz kemmañ an divizoù diwar-benn an impalaeriezh da reiñ e lod da Garl e trenkas ar soubenn hag en em savas Lotar a-enep e dad. Emglev a reas gant e zaou vreur, Loeiz ar German ha Pepin Iañ Akitania, ha distroadet e voe Loeiz gante dre ziv wech, e 830 hag e 833, met dre ziv wech e rankas reiñ ar gurunenn d'e dad en-dro.
E 838 e varvas e vreur Pepin. Daou vloaz goude, e 840, e varvas Loeiz an Deol hag e chomas Lotar e-unan evel impalaer. Nemet neuze ne fellas ket d'e zaou vreur, Loeiz ar German ha Karl Voal, e anavezout evel impalaer ken. Klask a reas Lotar aloubiñ o rouantelezhioù, met diaes e oa faezhañ an daou vreur unanet, ha d'ar 25 a viz Mezheven 841 e voent trec'h warnañ e Fontenoy (Yonne), nepell diouzh Auxerre.
D'ar 14 a viz C'hwevrer 842 e voe embannet Leoù Straßburg gant an daou drec'hour, a greñvae o emglev.
E miz Eost 843 e rankas Lotar sinañ feuremglev Verdun, a ranne impalaeriezh ar Franked etre teir rouantelezh : Frankia ar C'hornôg, Frankia ar C'hreiz ha Frankia ar Reter ; Lotar a viras ar gurunenn a impalaer, ha lakaet e voe da roue Frankia ar C'hreiz eus Mor an Hanternoz betek kreisteiz Roma.
Dek devezh a-raok mervel e tilezas Lotar an impalaeriezh hag ez eas da abati Prüm da chom. A-raok ober e dalaroù e sinas Feuremglev Prüm d'an 19 a viz Gwengolo 855, ma embanne rannadur rouantelezh Frankia ar C'hreiz etre e dri mab :
- da Loeiz rouantelezh Italia hag an anv a impalaer ;
- da Garl rouantelezh Provañs, betek Lyon ;
- da Lotar II ar peurrest, hanternoz an impalaeriezh, eus Friz betek Suis. Honnezh eo al lodenn a voe anvet Lotaringia, diwar an anv latin Lotharii Regnum, "rouantelezh Lotar (II)", alese an anv Lorraine e galleg.
Pennadoù kar
kemmañ
En e raok |
War e lerc'h |