Roll rouaned Italia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Rouaned Italia a zo bet e-pad daou vare disheñvel : hini ar Garolingidi hag an tiernelezhioù nes hag hini an XIXvet kantved hag hanter an XXvet kantved. Er Grennamzer ne dalveze titl roue Italia nemet evit norzh ar vro d'an aliesañ. En amzerioù etre e oa rannet Italia e meur a riez : rouantelezhioù, priñselezhioù, republikoù a-wechoù, hag ouzhpenn-se e c'hoarveze ma oa lakaet an arigrap war dammoù broioù zo gant ar riezoù nes, Bro-C'hall, Aostria hag Spagn peurvuiañ.
Disklêriet eo bet e 1946 gant diazezerien Republik Italia ne vo ket mui a rouaned e Italia.
Karolingidi
kemmañ- Pepin Italia, roue Italia (781 - 810) (mab an impalaer karolingat Karl Veur)
- Bernez Italia,roue Italia (812 - 818) (mab Pepin)
- Lotar Iañ, roue Italia (818 - 855) hag impalaer (niz Pepin ha kenderv Bernez)
- Loeiz II ar Yaouank, roue Italia (855 - 875) hag impalaer (mab Lotar Iañ)
- Charlez ar Moal, roue Italia (875 - 877) hag impalaer (lezbreur Lotar Iañ hag eontr Loeiz II)
- Karloman Bavaria, roue Italia (878 - 880) ha roue Bavaria (eontr Charlez Moal)
- Charlez III an Tev, roue Italia (880 - 888), impalaer, roue Germania ha roue Frankia. (niz Charlez III)
Unruochidi
kemmañWidonidi
kemmañBosonidi
kemmañ
Mare an XIXvet kantved hag hanter an XXvet kantved
kemmañ- Napoleon Bonaparte (1805-1814) - Eugène de Beauharnais, besroue - Rouantelezh Italia a oa e Gevred Italia (eus Milano da Ancona ha gant Venezia)
- Vittorio-Emmanuele Iañ( - ) - Lakaet e oe dindan e veli an holl Italia goude luskad an Risorgimento hag ar brezel graet gant Vittorio-Emmanuele, roue Piemont-Sardinia ha Garibaldi gant skoazell Bro-C'hall
- Vittorio-Emmanuele II
- Vittorio-Emmanuele III (aet en harlu e 1945)