Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !


Bernez Italia, ganet war-dro 797, ha marvet d'ar 17 a viz Ebrel 818, a voe roue al Lombarded war-lerc'h e dad, eus 813 betek 817. Mab e oa da b-Pepin Italia ha d'e serc'h Chrothais, ha mab-bihan d'an Impalaer Karl Veur.

Bez Bernez Italia e Milano.

E vuhez Aozañ

Adalek ma varvas e dad Pepin e oa dezhañ da vout roue al Lombarded met ne fellas ket d'an tad kozh Karl Veur e gas di a-raok e bemzek vloaz, en 812. Anvet e voe da roue e miz Ebrel 813. Ren a reas dindan evezh ur mab-bihan da g-Karl Martel, Adalhard, a oa kenderv d'e dad. Da varv Karl Veur e reas e le d'an impalaer nevez, e eontr Loeiz an Deol.

En Gouhere 817 e fellas d'an impalaer, levezonet gant kerent an impalaerez Irmingard Hespengau, tennañ digant Bernez gouarnamant Italia, hag an titl a roue ouzhpenn, evit o reiñ d'ur mab dezhi. Bernard koulskoude ne fiñvas ket da gentañ. Met en em sevel a reas an Italianed. Broudet gant e gostezenn en em savas ivez, en desped dezhañ, e 817. Berzh ne reas ket, kodianañ a rankas e Chalon-sur-Saône ha goulenn pardon digant an impalaer. Kaset e voe da Aachen, ma voe kondaonet d'ar marv.


Dimeziñ ha bugel Aozañ

War-dro 813 e oa dimezet da Cunigunda Laon (797-818 pe 835).

Daou vugel o deus bet

  • Pepin, kont Péronne, e hanternoz ar Saena, kentañ dug Vermandois, bev en 840
  • Cunigunda, ganet war-dro 817, bev atav en 835.