Pepin, ganet e miz Ebrel 773 pe 777 ha marvet e Milano d'an 8 a viz Gouhere 810, a oa mab an Impalaer Karl Veur, roue ar Franked, ha Hildegard Vintzgau. Roue al Lombarded hag Italia e voe adalek 781 betek 810, dindan renerezh e dad.

Pepin Italia

E vuhez

kemmañ

Trede mab an Impalaer e oa, hag an eil digant e wreg Hildegard.

Karloman e oa e anv pa oa bet badezet gant ar pab Adrian Iañ, met kemm a reas e anv e Pepin pa voe roet kurunenn houarn rouaned al Lombarded dezhañ gant ar pab Adrian Iañ d'ar 15 a viz Ebrel 781, goude d'e dad bezañ bet trec'h war ar roue lombard Dider. Anv e vreur henañ, Pepin an Tort e oa, ha hini e dad-kozh Pepin Grenn. Kement-se a ziskoueze e oa dishêret e vreur, savet a-enep o zad, hag e oa dezhañ e teuje an impalaeriezh war-lerc'h e dad.
Dre ma oa yaouank avat e voe roet dezhañ Adalhard, abad Corbia, da vestr ha kuzulier.
En Italia e labouras da greskiñ impalaeriezh ar Franked. E 791 e kasas un armead Lombarded da vrezeliñ e traoñienn an Drava hag e reas freuz ha reuz e Pannonia e-keit m'edo e dad oc'h ober kemend-all a-hed an Danav, e bro an Avared.
E 793 ez eas Pepin d'ober brezel d'al Lombard Grimoald, dug Benevento, a nac'he e anavezout evel roue.
D'ar 6 a viz C'hwevrer 806 e Thionville, pa voe kaoz eus rannañ an impalaeriezh war-lerc'h marv Karl, e voe kadarnaet e c'halloud en Italia ha roet dezhañ Bavaria ha Karintia ouzhpenn. E 810 e sujas kêrioù Dalmatia hag e lakaas seziz dirak Venezia. C'hwec'h miz e padas, ha ne zeuas ket a-benn. Abalamour d'ar c'hleñvedoù tapet er paludoù en-dro da gêr e rankas arme Pepin en em dennañ. Mervel a reas prestik goude.

Mont a reas neuze kurunenn Italia gant e vab Bernez, met an impalaeriezh a voe roet d'e vreur yaouank Loeiz an Deol.

E vugale

kemmañ

Dimeziñ a reas da Vertha, merc'h Gwilherm Gellone, kont Tolosa, ha pemp merc'h o devoe :

Digant e serc'h Chrothais, a vije bet kar da Adalhard, eo en dije bet e vab Bernez, roue Italia, tad lignez an Herbertizien.