Pepin Grenn
Pepin III, anavet ivez evel Pepin ar Berr[1] pe Pepin Grenn(Daveoù a vank) (dre ma oa bihan, a greder) (714-24 Gwengolo 768), a zo bet roue ar Franked (751-768). Ganet e oa e 714 (pe 715) e Jupille (e-kichen Liège), rak er c'hornad-se eus Belgia hiziv e veze ar Verovingidi o chom, e rouantelezh Aostrazia. Marvet eo e Sant-Denez, e-kichenik Pariz, e 768.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezhioù ar Franked |
Anv e yezh-vamm an den | Pippinus Brevis, Pépin le Bref |
Anv-bihan | Pipino, Pippin |
Titl noblañs | Roue ar Franked |
Deiziad ganedigezh | 715, 714 |
Lec'h ganedigezh | Liège |
Deiziad ar marv | 24 Gwe 768 |
Lec'h ar marv | Saint-Denis |
Lec'h douaridigezh | Basilica of Saint-Denis |
Tad | Karl Martel |
Mamm | Rotruda Trier |
Pried | Bertrada Laon |
Kar | Pepin Herstal |
Familh | Karolingidi |
Micher | monark |
Karg | Maer ar palez, Roue ar Franked |
Grad milourel | army general |
Perc'henn war | Büraburg |
Mab yaouankañ Karl Martel ha Chrotrud (690-724) e oa. E dad a oa maer ar palez en Aostrazia. Bez' e voe:
E vuhez
kemmañPa varvas Karl Martel, e 741, e voe rannet e garg a vaer ar palez, hervez ar c'hiz frank, etre e zaou vab:
Grifon, trede mab Karl Martel n'en doe nemet un nebeud kontelezhioù[2].
Bugale
kemmañE 740, e timezas Pepin gant Bertrada Laon. Tri eus o bugale a oa chomet bev:
- Karl, a voe lesanvet Karl Veur (2 Ebrel 742-28 Genver 814)
- Karloman (751-4 Kerzu 771)
- Redburga
- Bertha, mamm ar c'hont Rolant
Pa varvas Karl Martel e 741, e voe rannet ar rouantelezh etre e vibien, Pepin ha Karloman. Bac'het en un abati e oa tri mab bastard Karl Martel, Grifo hag e vreudeur. Karloman a yeas da vanac'h e 747. Chom a reas Frankia etre daouarn Pepin pa oa Maer ar Palez dindan ar roue merovingat Hilderik III. Hilderik a oa roue, met Pepin a oa mestr an traoù ken e rene evel ar roue. Pepin a c'houlennas digant ar Pab piv a c'hellfe bezañ ar rieg : an hini en deus un titl roueel pe an hini a ziviz evel ma ra ur roue. Dre ma respontas ar Pab e oa pouezusoc'h an divizout eget an titl e teuas Pepin a-benn da vougañ an eneberezh ha dilennet e voe evel roue ar Franked gant pennoù uhelañ e bobl e kêr Soissons e 751. Marteze e voe olevet en iliz-veur e 752 gant Bonifas, arc'heskob Mainz.
Dre aloubiñ meur a vro e kreskas rouantelezh Pepin ken e teuas ar pab Steven III da Bariz d'e oleviñ ivez ha reiñ dezhañ an titl a Patrisian ar Romaned. Olevet e voe ivez mibien Pipin, Karl (Karl Veur pelloc'h) ha Karloman.
Evit trugarekaat ar pab ez eas Pepin da vrezeliñ ouzh al Lombarded dindan ar roue Aistolf. Rediet e voe al Lombarded, hag int kristenion disivouderion, da resteurel madoù an Iliz katolik roman. E 759 e skarzhas an Arabed kuit eus Bro-C'hall hag e kemeras Narbonne hag Akwitania diganto.
Marvet e oa Pepin e Saint-Denis e 768 hag interet eo bet e-barzh Penniliz Saint Denis asambles gant e wreg Bertrada.
Notennoù
kemmañ
En e raok: Childerig III |
Rouaned ar Franked 751 – 768 |
War e lerc'h: Karl Veur |