Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !


Karl Herstal, pe Karl Martel, pe Carolus Martellus e latin (Herstal, war-dro 688 - Quierzy-sur-Oise, 21 pe 22 a viz Here 741 ), a voe dug Aostrazia, ha maer ar palez (roue ebet er pennad amzer-se ] eus 737 da 741. De facto e oa o ren rouantelezh ar Franked, pa oa dux et princeps Francorum, dug ha priñs ar Franked.

Karl Martel en emgann Poitiers. Eoullivadur gant Charles de Steuben, etre 1834 ha 1837 (Mirdi kastell Versailhez, Bro-C'hall).

Bec'h o kemer ar galloud

kemmañ

Pa varvas e dad Pepin Herstal, anvet ivez Pepin Yaouank, e 714, e oa Karl Herstal en e 29 bloaz, ha prest da gemer ar garg a vaer ar palez war-lerc'h e dad, ha seul aesoc'h a se ma oa marvet e zaou hantervreur, Drogon Champagn ha Grimoald II ivez.

Met mab bastard e oa Karl, hag intañvez Pepin, Plektrudis, a reas he seizh gwellañ da bellaat un den a c'halle mirout ouzh he mab-bihan Théodebald (pe Thibaut, Thiaud), mab Grimoald II, hag eñ 6 vloaz a boan. Ha hi lakaat kraouiañ Karl.
Met ne c'houzañvas ket ar proviñsoù gwelout ur vaouez e penn ar rouantelezh : emsavadegoù a voe, en Neustria en 715, pan eas Ragenfred, maer ar palez e Neustria, da faezhañ arme Plektrudis e koadeg Cuise ha tizhout ar stêr Maas.
Goude-se e voe tro pobl hanternoz Italia a emsavas da vont a-du gant Neustria. Ha goude c'hoazh ar Saksoned ha tud Aostrazia. …

 
Emdroadur ar rouantelezh frank eus 481 betek an impalaeriezh frank e 814

E 715 avat e teuas Karl a-benn da dec'hel ha da gemer penn emsavidi Aostrazia. Da gentañ e rankas talañ ouzh Chilperig II, roue Neustria ha Ragenfred. Dre ziv wech e voe trec'h warne, en Amblève e 716, hag en emgann Vinchy d'an 21 a viz Meurzh 717), hag e kasas anezho kuit betek Pariz.
Goude e kerzhas war-zu Köln ma oa aet Plektrudis da chom gant he mab-bihan. Ret e voe dezhi plegañ da Garl ha reiñ dezhañ kador maer Aostrazia.

Peoc'h er rouantelezh

kemmañ

Kenkent ha krog er galloud e reas un taol skub en ti. War gador roue Aostrazia e lakeas Klotar IV hag e kasas kuit Rigobert, eskob Reims, a oa savet a-du gant an enebourez Plektrudis…
Tamm ha tamm e klaskas unvaniñ ar vro en-dro dezhañ, met bec'h a savas gant Neustria adarre. Dont a reas a-benn da reiñ lamm da Ragenfred, maer palez Neustria, en doa graet emglev gant Odo Gaskogn . D'ar 14 a viz Here 719, e voe trec'h warno e Néry, entre Senlis ha Soissons, hag en Orleañs adarre.
Kas a reas e arme war-du ar reter: etre 720 ha 738 ec'h aloubas Aostria ha kreisteiz Alamagn. Evel-se e oe adsavet gantañ ar rouantelezh frank evel ma oa en amzer Pepin Herstal.

E 734, en emgann Boarn (Boorne), e voe faezhet ar Frizoned, kaset gant o roue Poppo (674-734), hag aloubet e voe an Izelvroioù betek Lauwers. Pa varvas Klotar IV en 719 avat e voe ret dezhañ adlakaat Chilperig II da roue. Hogen mervel a reas ar roue-se e 721. Neuze ez eas Karl da gerc'hat mab Dagobert III, Thierry IV, a oa en em dennet en abati Chelles, d'e lakaat war ar gador-roue.

Aloubadeg ar Vuzulmaned

kemmañ

En 732 e rankas talañ ouzh armeoù muzulmaned Spagn kaset gant ar gouarnour, Abd el Rahman. Abaoe 711 edo ar Verbered e Spagn ha derc'hel a raent da vont war-du an hanternoz, betek en tu all d'ar Pireneoù. Adalek 725 o doa aloubet Lenguadoc, savet e oant a-hed traonienn ar Ron, ha preizhet o doa Autun d'an 22 a viz Eost 725. Goude o devoa lakaet seziz war Sens. Dizarbennet e voe ar armeoù berber e Toloza gant an dug Odo Akitania e 721. Evit mirout na deujent en-dro e kavas mat ober emglev gant Munuza, gouarnour berber Septimania. Hennezh a oasavet a-enep muzulmaniz Spagn. Odo en doa dimezet e verc'h dezhañ. Met lazhet e voe e vab-kaer Munuza en ur c'hrogad-brezel gant gouarnour Spagn, Abd el-Rahman. Hag an emir ha kas armeoù da gastizaén Akitaniz. E 732 e kasas un arme da Akitania, hag unan all a-hed ar Ron. En taol-mañ avat n'hallas ket Odo Akitania herzel outo e-unan, ma c'houlennasouzh Karl dont da reién skoazell.

Krouidigezh un dierniezh

kemmañ

Pa varvas Thierry IV e 737 e tivizas Karl, gant a greñv e oa e c'halloud, chom hep lakaat ur roue all en e lec'h: ken dister e oa o fouez, ne oa ket ezhomm anezho. Kemer a reas ar galloud ken aes ha tra, hag e renas betek fin e vuhez, ha van evet ne reas ouzh lezennoù envel ar rouaned.


Goude marv Karl

kemmañ

Pa varvas Karl e voe rannet e c'halloud etre e zaou vab:

Beziet e voe Karl en abati Sant Denez, e-tal Pariz.

Petra bennak ma ne oa ket bet kurunennet en doa bet muioc'h a c'halloud eget ar roueed frank en e amzer. War an diskar e oa an dierniezh verovingat. O sevel edo an dierniezh garolingat a vo kadarnaet gant kurunidigezh Pepin Grenn d'an 28 a viz Gouhere 754.