Neustria
Neustria a oa ur rouantelezh frank e gwalarn Galia er VIvet kantved. Krediñ a reer edo ar gêrbenn e Soissons.
Dont a rafe anv Neustria eus ar ger frankek Niuster , « an nevesañ », met savet e vije bet an anv 100 vloaz war-lerc'h ar rouantelezh.
Istor Neustria
kemmañKrouet e oa bet Neustria pa voe rannet rouantelezh Hlodwig Iañ (pe Clovis hervez ar galleg a vremañ) war-lerc'h e varv e 511 e div lodenn, Neustria hag Aostrazia. Mont a reas Neustria gant Hlotar Iañ, a renas 50 vloaz, hag a zeuas a-benn da adunvaniñ rouantelezh e dad. An eil rouantelezh vras krouet gant ar Franked e oa diwar an douaroù aloubet diwar-goust Syagrius
Bevennet e oa gant ar stêr Liger er c'hreisteiz, ar Meurvor Atlantel ha rouantelezhioù Breizh er c'hornôg, ha Champagn er reter, met mont a rae betek Flandrez en hanternoz.
Pa varvas Hlotar en 561 e voe rannet ar rouantelezh frank adarre, etre e bevar mab en taol-mañ: Caribert Iañ, Gontran Iañ, Sigebert Iañ ha Chilperig Iañ. Gant Chilperig eo ez eas Neustria.
Pa varvas Chilperig avat en 584 ne oa ket gwall gozh e vab Hlotar II: un toullad mizioù nemetken. E 613 e teuas da vout roue ar Franked dre ma lakaas e grabanoù war Aostrazia, war lerc'h marv Teodorig II Bourgogn (Thierry gant ar C'hallaoued) , ha war Akwitania war un dro.
Pa varvas Hlotar III en 674 e voe lakaet ar roue Teodorig III e penn gant tud Aostrazia. E-keit-se e oa deuet Akitania da vout dizalc'h. Hogen n'eo ket gant Teodorig e oa ar galloud gwirion met gant Berchar, maer ar palez. Trec'het e voe e 687 gant maer ar palez Aostrazia, Pepin Herstal, en emgann Tertry, ur gêriadenn eus Pikardi tost da b-Péronne. Diwar neuze e vo echu da rouaned Neustria klask kemer penn rouantelezhioù ar Franked: dindan Aostrazia e vo, e-dalc'h an Arnulfeien. Chom a raio ar c'hemm entre Neustria, Aostrazia ha Bourgogn ur pennad c'hoazh met monta raio da get tammig ha tammig. Goude Feuremglev Verdun en 843 ne vo ken nemet anv kornôg ar rouantelezh.
Pa voe sinet Feuremglev Angers e 851 entre rouantelezh ar Franked ha Breizh e voe kollet gant Neustria broioù Roazhon ha Naoned a voe staget ouzh Breizh. Ar vro-se, a vo anvet Breizh-Uhel, ne voe ket brezhonekaet.
Eus Neustria da Normandi
kemmañDa goll ez eas an anv pa voe kemeret hini Northmannia pe Normandi, pa voe roet d'ar Viking Rollon hervez emglev Saint-Clair-sur-Epte en 911.