Teodorig III
Teodorig III, anvet Thierry III e galleg a-vremañ (war-dro 657 – 691), a voe roue ar Franked e Neustria e 673 hag eus 675 betek 679, ha goude roue an holl Franked eus 679 betek e varv e 691.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezhioù ar Franked |
Anv e yezh-vamm an den | Theudoricus |
Anv-bihan | Teodorico, Thierry, Theudoricus |
Titl noblañs | Roue ar Franked, Roue ar Franked |
Deiziad ganedigezh | 650s |
Lec'h ganedigezh | talvoud dianav |
Deiziad ar marv | 691 |
Lec'h ar marv | talvoud dianav |
Lec'h douaridigezh | Arras |
Tad | Hlodwig II |
Mamm | Bathilde |
Breur pe c'hoar | Childerig II, Chlothar III |
Pried | Hrotildis |
Bugel | Hlodwig IV, Childebert IV, Chrodelind von Franken |
Kar | Chlothar IV, Bertrada Prüm |
Familh | Meroveed |
Micher | monark |
Karg | Roue ar Franked, Roue ar Franked, Roue ar Franked |
Lec'h labour | Pariz |
Floruit | 7. century |
Mab diwezhañ ar roue Hlodwig II hag ar rouanez Bathilde e oa. Ren a reas war-lerc'h e vreur henañ Hlotar III e 673.
Maer e balez e oa Ebroin, hag enebourien en devoa e-touez ar Franked a renk uhel. Un irienn a voe enep dezho o-daou, touzet e voe o fennoù, ha kaset e voent da bep a vanati. Ha setu Childerig II lakaet da roue Aostrazia.
Daou vloaz goude e voe lazhet Childerig gant uhelidi. Ha setu Teodorig III galvet en-dro eus manati Sant-Denez ha lakaet da roue ar Franked e Saint-Cloud. Hag Ebroin er-maez eus e vanati ivez, hag eñ ha goulenn ar garg a vaer ar palez ha sevel un arme a-enep maer ar palez, Leudesius. Ha Leudesius da dec'hel gant ar spont, hag ar roue Teodorig gantañ. Hag Ebroin da gemer ar galloud, da lazhañ Leudesius ha da lakaat Hlodwig yaouank da roue, war zigarez, hervezañ, e oa mab da Hlotar III. Den n'eas d'e heul, ha neuze e tremenas Ebroin gant ar garg a vaer ar palez, Teodorig a zistroas da roue, hag a bardonas dezhañ.
E 678 e voe ur sened eskibien, aozet gant Teodorig, da varn Léger, eskob Autun, tamallet gant Ebroin da vezañ drouklazhet ar roue Childerig II. Prouenn ebet ne oa a-enep da Leger, met dieskobet e voe, ha kondaonet d'ar marv gant ar roue.
E 679, goude marv maer ar palez, Wulfoald, en em savas uhelidi Aostrazia, kaset gant Martin ha Pepin Herstal. Hag Ebroin ha Teodorig da sevel un arme, ha da vont da drec'hiñ soudarded Aostrazia e Lucofao.
En 680 e voe drouklazhet Ebroin gant Ermenfred, ha bec'h adarre war Neustria.
Thierry a varvas e 691, d'an oad a 34 bloaz.
Daou vab en doa bet digant ar rouanez Hrotildis : Clovis ha Childebert.
War e lerc'h
kemmañE vab Hlodwig IV a renas war e lerc'h.