Ragenfred pe Ragenfrid, Raganfrid, Ragamfred pe Rainfroy er stumm gallekaet, a voe maer ar palez e Neustria ha Bourgogn dindan Dagobert III ha Chilperig II, adalek 715, pa varvas Pepin Herstal, betek 718 pa voe distroadet gant Karl Martel. Mervel a reas e 731.

Er Vexin e oa diazezet e c'halloud.

Dibabet e oa bet gant Dagobert III e-lec'h Theudoald, mab Pepin, en desped da Plektrudis e vamm-gozh, met fae a veze graet warnañ gant Plektrudis ha Karl Martel.

Klask a reas en em zistagañ diouzh Aostrazia gant skoazell Odo Akitania, met trec'het e voe gant Karl Martel en Emgann Vinchy en 717, hag en Soissons en 718.

E 724 en em savas tud Neustria gant Ragenfrid, met trec'het e voent. Ret e voe da Ragenfrid lezel e vibien da ostajed evit mirout e gontelezh. En em dennañ a eure en Angers, ma varvas en 731.


En e raok
Pepin Herstal
Ragenfrid
Maer ar palez
715 -717
War e lerc'h
Karl Martel