Drogon (670-† 708), a oa ur priñs frank, mab da Pepin Herstal (war-dro 635-† 714) lesanvet Pepin Dev, maer ar palez, ha da Plektrudis (?-† 717), ha breur da Grimoald.

Dug Champagn e oa, maer ar palez en Aostrazia (war-dro 680), e Neustria (687), e Bourgogn (695), dug Bourgogn adal marv Nordebert e 697, ha dux et princeps Francorum («dug ha priñs ar Franked »).

Dimeziñ ha bugale

kemmañ

Dimeziñ a reas da Anstrudis (pe Adaltrude e galleg), a oa merc'h da Waratton, maer ar palez e Neustria ha Bourgogn, ha da Ansflede.

Pevar mab o doe:

  • Huon, pe Huon Rouen, (708-† 730), abad Saint-Denis, Fontenelle ( Saint-Wandrille hiriv ) ha Jumièges, arc'heskob Rouen, eskob Pariz ha Bayeux.
  • Arnoul (pe Arnulf), (war-dro 690-† war-lerc'h 721), dug Champagn.
  • Pepin.
  • Godfrid (pe Jafrez).


Drogo, a varvas a-raok e dad, a lezas e zugelezh Champagn gant e eil mab Arnulf, pa oa aet e vab henañ Huon da vanac'h. Beziet e voe e Metz e Saint-Pierre-aux-Nonnains.