Karloman (mab Karl Martel)

Karloman (715? 716?–754) a oa mab henañ Garl Martel ha Hrotruda Trier, ha breur da Pepin Grenn.

Maer ar palez e oa en Aostrazia (741-747). Dilezel a reas ar garg evit mont da vanac'h da Venez Cassino.

Ur mab en doa, anvet Drogon, met ne voe ket lezet da gemer ar galloud gant e eontr Pepin.

Istor kemmañ

E 741 e voe anvet maer ar palez, ha ren a rae war Aostrazia, rouantelezh Alemania, ha Turingen[1]. hep kaout an anv a roue avat. Stourm a reas ouzh an Alamaned, pobloù Akwitania, re Bavaria, hag ar Saksoned. Trec'h e voe atav.

Degas a reas kemm ha kempenn en Iliz gant skoazell an eskob Bonifas, a oa gwarezet gantañ, hag e 744 e roas dezhañ douaroù bras da sevel abati Fulda en 747.

Skoazell d'an Iliz kemmañ

Adalek Concilium Germanicum 742, kentañ kuzul-meur an eskibien c'herman, e strivas da wellaat doareoù-bevañ ar veleien, da wareziñ madoù an Iliz, ha kadorioù an eskibien a veze re alies etre daouarn tud nann-kloer. Eno e voe divizet e oa difennet d'ar gloer kaout armoù, na kaout merc'hed en o zier. Embannet e voe o devoa da gefridi enebiñ ouzh ar c'hredennoù pagan

E-kerzh ur veaj da Roma e c'houlennas bout beleget digant ar pab Zac'harias. Dilezel ar galloud a reas neuze hag e lezel gant e vreur Pepin, a renas e-unan diwar neuze. Sevel a reas ur manati e Menez Soracte en Italia, hag en em dennañ en abati Monte-Cassino. Perak e reas kement-se? Breud ha kaoze e-leizh zo bet gant an istorourien. Darn a wel aze un dro-widre gant Pepin. Re all a lavar e oa deol ken e oa. Hervez ur vojenn e vije en em dennet eus ar bed evit ober pinijenn war-lerc'h lazhadeg Cannstatt en Alamania[2]. Kaset e voe da Vro-C'hall en 753 evit ober ur gefridi a beoc'h, ha mervel e Vienne en Daofine en 754. Beziet e voe en abati Monte-Cassino.

E lignez kemmañ

┌─ Pepin Herstal (° wd 635 - † 714), maer ar palez en Aostrazia (° wd 680), maer ar palez en Neustria (687), maer ar palez en Bourgogn (687), dux et princeps Francorum. 
┌─ Karl Martel (° wd.685 - † 741), maer ar palez en Aostrazia (719), maer ar palez en Neustria (719), maer ar palez en Bourgogn (719). 
│ └─ Alpaïde de Bruyères (?-?). 
│
Karloman
│
│ ┌─ X
└─ Hrotruda Trier (?-?). 
└─ X
Karloman
dimezet da n'ouzer piv 
│
├─Drogon (?- † ap.753), pellaet diouzh ar galloud gant e eontr Pepin III.
└─sant Siakr (?- † 787), abad Cimiez

Notennoù kemmañ

  1. G. Bührer-Thierry, L'Europe carolingienne (714-888), 1999, p.19
  2. G. Bührer-Thierry, L'Europe carolingienne (714-888), 1999, p.20

Levrlennadur kemmañ