Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Liège
Luik (nederlandeg)
Liège (galleg)
Lec'hiañ en arondisamant ha proviñs Liège
Riez Belgia
Rannvro Banniel ar Wallonia Wallonia
Proviñs Liège
Arondisamant Liège
ins 62063
Kumunioù Liège
Glain
Rocourt
Bressoux
Jupille-sur-Meuse
Wandre
Grivegnée
Angleur
Chênée
Sclessin
Kumunioù-Kod post 4000,4020
4000
4000
4020
4020
4020
4030
4031
4032
4000
Kod pellgomz 04
Maer Willy Demeyer (Strollad Sokialour)
Gorread 69,39 km²
Hed 05° 34' .." Reter
Led 50° 38' .." Norzh
Uhelder .. m
Poblañs hep kontoù doubl 187 086 (01.01.2006)

Stankter 2 696 a./km²

Liège (en alamaneg Lüttich, e nederlandeg Luik, e walloneg Lîdje) a zo ur gêr eus Belgia e rannvro Wallonia, ha kêrbenn proviñs Liège. Eus 972 da 1795 e oa kêrbenn ur stad emren, Priñselezh Liège.

E 2006, e oa 187 432 a dud o chom enni. 600 000 a dud avat zo er veurgêr, ha kêrbenn ekonomikel Wallonia eo. Evit an niver ag annezidi eo trede meurgêr Belgia, war-lerc'h Brusel hag Antwerpen, hag ar pevare kêr war-lerc'h Antwerpen, Gent ha Charleroi.

Douaroniezh kemmañ

Liège a zo bet savet er c'hember ar stêr Mosa / Meuse hag an adstêr Legia, war ur savenn a-us d'un draonienn lagennek alies goloet gant dour.

Anv kemmañ

  • Leudicus / um (Liber historiae Francorum)
  • Leodius, pe Leodio (Vita s. Landiberti episcopi Traiectensis vetustissima)
  • Leodicus Vicus (dibenn VIIIvet kantved)
  • Neonsigo ? (bedonier Ravenna)

Gerdarzh

  • pe eus ar ger leudicum, heñvelster publicus, da lavarout ar pezh a zo stag ouzh an tailhoù. Liège e vefe bet ul lodenn eus domani ar roue bet roet d'an eskob.[1]
  • pe eus anv an adstêr Legia hag e gember amañ gant ar Mosa / Meuse.[1]

Ardamezioù kemmañ

Istor kemmañ

Tud kemmañ

  • An eskob Landibertus / Lambert eus Maastricht, bet drouklazhet amañ n 17 Gwengolo, war dro 705. Sebeliet eo bet e Maastricht da gentañ, hag e Liège war dro 715.
  • Hugobertus / Hubert, a zo bet eskob war lec'h Lambert, ha staliet e Liège. Mont e reas da Vaastricht da gerc'hat korf Lambert evit e sebeliañ e Liège en iliz-veur bet savet war lec'h ar muntr. War lec'h Hubert, holl an eskibien a zo bet staliet e Liège, mes bepred anvet eskibien Tongeren.
  • Ar skrivagnour Georges Simenon a zo ganet e Liège.

Ardamezeg ar familhoù kemmañ

Levrlennadur kemmañ

  • Nancy Gauthier, Régis de la Haye, Hansgerd Hellenkemper, Titus Panhuysen, Marie-Thérèse Raept-Charlier, Alain Vanderhoeven : Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. XII. Province ecclésiastique de Cologne (Germania Secunda). De Boccard. 2002

Liamm diavaez kemmañ

Luc'hskeudennoù :


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoù kemmañ

  1. 1,0 ha1,1 R. de la Haye, p. 118