Kêrioù Belgia
Ur gêr e Belgia zo ur gumun a zo bet roet dezhi an titl enorus a "gêr" dre un dekred real (a-berzh ar roue). 136 "kêr" ofisiel zo e Belgia.
Istor
kemmañEr Grennamzer e oa dreistwirioù d'ar "c'hêrioù" e-skoaz ar c'hêriadennoù tro-dro. Gallout a raent aozañ foarioù bloaziek ha sevel mogerioù-difenn.
Lamet kuit e voe an dreistwirioù-se da vare an Dispac'h gall war-lerc'h aloubidigezh ar vro gant an armeoù gall ha ne vanas nemet an titl enorus (23 a viz Here 1793); kollet e voe an titl avat gant meur a gêr ivez .
E-pad amzer an unvanidigezh e rouantelezh an Izelvroioù, e voe adkavet an titl gant kalz kêrioù. D'an 30 a viz Mae 1825 e voe embannet un dekred real da spisaat peseurt kêrioù a oa anvet "kêrioù" ha ne voe ket kemmet ken e-pad 150 bloaz. War-lerc'h nevezadur statud ar c'humunioù e 1977 e voe bihanaet kalz niver ar c'humunioù e voe roet tro d'un toullad da gaout an titl: pe abalamour d'an istor (dezho an titl enorus a-raok an Dispac'h gall, pe pouez er Grennamzer) pe o fouez a greizenn bremañ. Meur a gêr o deus tapet an titl evel-se e 1982 ha 2000.
Roll kêrioù Belgia
kemmañSetu amañ roll kêrioù Belgia gant ar statud lezennel a gêr.
A - B - C - D - E - F - G - H - I - J - K - L - M - N - O - P - Q - R - S - T - U - V - W - X - Y - Z |