Rotruda Trier
Rotruda Trier pe Hrotruda Trier, a oa ur briñsez frank ha gwreg kentañ Karl Martel en VIIIvet kantved .
Rotruda Trier
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Anv-bihan | Rotrude |
Deiziad ganedigezh | 690 |
Lec'h ganedigezh | talvoud dianav |
Deiziad ar marv | 725 |
Lec'h ar marv | talvoud dianav |
Tad | Lambert II de Hesbaye |
Pried | Karl Martel |
Bugel | Karloman, Pepin Grenn, Hiltrud, Landrada, Auda of France |
Micher | brientin |
Hec'h anv
kemmañSkrivet e vez ivez Chrotrude, Chrotrud, Rotrude, Chotrude, Chrotude, Chrotrudis, hag anavet eo ivez evel Rotrou de Treves.
He buhez
kemmañGanet e oa e 690 en Aostrazia.
Merc'h e oa da sant Leutwinus (pe Liévin, Liutwin, Leudin) a oa abad Mettlach hag eskob Trier (marvet e 713), ha da Willigarde. Nevez zo avat ez eus bet kavet e oa merc'h da Lambert (†714), kont Hesbaye, un hendad d'ar Robertizien.
Dimeziñ a reas da Garl Martel, mab bastard da Pepin Herstal, maer palezioù Aostrazia ha Neustria.
Mervel a eure e 724.
He bugale
kemmañRotrude Trier
dimezet da g- Karl Martel │ ├─ Karloman (war-dro 715-17 Eost 754), maer ar palez Aostrazia (741-747). Manac'h e Monte-Cassino. │ dimezet n'ouzer da biv │ ├─ Pepin III, lesanvet Pepin Grenn (war-dro 715-† 768), maer ar palez e Bourgogn (741), Neustria (741) hag Aostrazia (747), │ roue ar Franked (751). │ dimezet en 744 da Bertrada Laon, lesanvet an Droadegez (gwelout Hugobertizien) │ ├─ Hiltruda (720-† 754). │ dimezet da Odilon Bavaria (gwelout Agilolfing) │ └─ Hadeloge pe Aude, pe santez Hadeloge (?-† 751). dimezet da Teodorig IV, kont Autun ha Toulouse.