Frankia
Frankia, Francia e latin, a oa, en amzer ar Garolingidi, anv ur vro ec'hon, dispis hec'h harzoù, enni Neustria hag Aostrazia, da lavarout eo ur vro oc'h en em astenn etre Arvorig er c'hornog, Akitania er c'hreisteiz, Friz en hanternoz, ha Saks er reter.
Deuet an anv diwar rouantelezh ar Franked, bet savet gant ar Verovinged.
Gant ar ger Frankia e voe graet en-ofisiel eus ar vro da goulz rannidigezh Verdun, e 843 etre tri mab bev Loeiz Kentañ an Deol :
- Frankia ar c'hornôg a voe roet da Karl Voal,
- Frankia ar reter da Loeiz ar German,
- hag etre an div rann-se e voe krouet ul Lotaringia, evit an Impalaer Lotar Iañ.