Lotaringia
Lotaringia (diwar an anv latin Lotharii Regnum, a zo Lotharingen en alamaneg), eo anv ar rouantelezh krouet etre Frankia ar C'hornôg ha Frankia ar Reter gant an Impalaer Lotar Iañ evit e vab Lotar II.
Savet e voe en 855. Goude marv Lotar II e savas bec'h etre Frankia ar C'hornôg ha Frankia ar Reter evit he diframmañ ke na voe staget ouzh Germania en 880.
Un dugelezh e teuas da vezañ e deroù an Xvet kantved. En eil hanterenn an Xvet kantved e voe rannet an dugelezh etre div zugelezh: hini Lotaringia Izel ha hini Lotaringia Uhel, ha honnezh eo a deuio da vezañ Bro-Loren[1].
Ganidigezh Lotaringia
kemmañEn 855, un tamm a-raok marv an impalaer Lotar Iañ, e voe rannet e impalaeriezh, Frankia greiz, etre e dri mab, gant feur-emglev Prüm (855) :
- ar mab henañ, Loeiz II (†875), en devoe ar gurunenn impalaerel ha rouantelezh Italia ;
- an eil, Lotar II Lotaringia (†869), hanternoz Frankia greiz, eus Frizia betek ar Vojoù, hep Elzas avat ;
- an trede, Charles (†863), rouantelezh Bourgogn, enni Provañs ha Bourgogn.
Pennadoù kar
kemmañ- Rouaned ha Duged Lotarignia
- Dugelezh Loren