Frizia
- Gant ar ger Friz e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Friz (disheñvelout).
Frizia pe Bro-Friz (Fryslân, Fraislaand, Freesland, Fräislound, Fraschlönj, Friislon, Friesland hervez ar rannyezhoù) eo bro ar Friziz, ar frizeg, o yezh, a-hed da aodoù Mor an Hanternoz en Izelvroioù hag en Alamagn, betek harzoù Danmark.
Rannoù Friz
kemmañTeir rann vras a ya d'ober Bro-Friz:
- Friz ar C'hornaoueg, enni:
- Fryslân, ur broviñs eus an Izelvroioù;
- Proviñs Groningen en Izelvroioù ivez.
- darnoù eus West-Friesland ha Noord-Holland.
- Friz ar Reter e Saks-Izel, en Alamagn
- Friz an Norzh en Schleswig-Holstein, en Alamagn