Friz

proviñs an Izelvroioù
(Adkaset eus Fryslân)

Diwallit, ne denn ar pennad-mañ nemet da broviñs Fryslân en Izelvroioù. Evit Bro-Friz en he fezh, gwelit Frizia.

Friz, pe Bro-Friz, (Fryslân e frizeg hag ent-ofisiel, Friesland e nederlandeg) a zo unan eus an 12 proviñs a zo en Izelvroioù. Frizeg eo yezh ar vro. 643 000 a dud a oa o vevañ enni e 2005. Leeuwarden (Ljouwert), 91,000 a dud enni, eo kêr-benn ar vro.

Banniel Friz
lec'hiadur Friz

Harzoù he deus proviñs Friz gant proviñsoù Groningen, Drenthe, Overijssel ha Flevoland. Er c’hornôg dezhi emañ an IJsselmeer hag en hanternoz Mor Wadden, bevennet gant un heuliad inizi. Gallout a reer mont war-eeun eus Friz da broviñs Norzh Holland dre ur chaoser anvet an Afsluitdijk.

E 1994 en doa divizet Kuzul Proviñs Friz e teuje ar skrivadur frizek Fryslân da vezañ ar skrivadur nemetañ evit anv ar broviñs. Er bloaz 2004 e voe asantet gant Gouarnamant an Izelvroioù, ha lakaet war-sav gantañ ur steuñvenn tri bloaz evit lakaat ar c'hemm-se da dalvezout. Bremañ e vez graet gant ar stumm Frizia (Bro-Friz) evit ober anv eus Friz Vras, gant lodennoù en Alamagn betek Danmark, e-lec'h ma vez pe ma veze komzet frizeg.

Frizeg (pe Frizeg ar c’hornôg) a gaozeer e proviñs Friz, unan eus ar yezhoù frizek, zo kar da frizeg ar reter ha da frizeg an hanternoz, komzet en Alamagn.

Diwar ar 660 000 a annezidi zo e proviñs Friz, ez eus 450 000 anezho a gomz frizeg, ha war-dro 360 000 anezho o deus ar frizeg evel yezh-vamm. En inizi eo gwanoc’h stad ar yezh. Er c’hêrioù e klever alies ur rannyezh anvet Stadtfriesisch (frizeg ar c’hêrioù), zo kalz a c'herioù nederlandek enni. En ul lodenn eus Friz, e korn-bro Stellingwerven, n’eo ket frizeg a vez kaozeet, met rannyezhoù izelsaksek. En ul lodennig eus kornôg proviñs Groningen e vez komzet frizeg ivez.

Kêrioù bras

kemmañ

Kêrioù

kemmañ

Gwelout ivez

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • Niverenn 27 eus ar gelaouenn Al Liamm a oa diwar-benn Friz hag ar frizeg.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.