Mor Wadden
Mor Wadden (Wattenmeer en alamaneg, Waddenzee e nederlandeg, Waadsee e frizeg, Vadehavet e daneg) eo anv al lodenn eus Mor an Hanternoz zo paket etre un aridennad inizi hag arvor kevandir Europa.
Mor Wadden en em astenn etre Den Helder en Izelvroioù, er mervent, hag Esbjerg e Danmark, er biz, a-hed war-dro 450 km, ha war ur gorread war-dro 10 000 km².
An disparti etre Mor Wadden ha Mor an Hanternoz end-eeun zo graet gant Inizi Friz (inizi Friz ar C'hornôg, en Izelvroioù, inizi Friz ar Reter, en Alamagn, hag inizi Friz an Hanternoz en Alamagn hag e Danmark).
Dibar eo neuz Mor Wadden, dre m’eo bas an dour ennañ ha ma vez dizoloet lec’hidegoù bras gant an tre. Lec’hidegi eo ster ar ger Wadden e nederlandeg, dres. Brudet eo Mor Wadden abalamour d’al loened ha d’ar plant a gaver eno. Hiziv an deiz eo gwarezet al loened hag ar plant-se en ul lodenn vras eus Mor Wadden, gant kenlabour an teir stad.
Liammoù diavaez
kemmañ- Kartenn eus Mor Wadden (daneg)
- Parkoù naturel Mor Wadden (en Alamagn) (alamaneg)
- Common Wadden Sea Secretariat (saozneg)
- Mor Wadden (en Izelvroioù) (nederlandeg, saozneg)