Inizi Friz ar C'hornôg
Inizi Friz ar C'hornôg (e nederlandeg : Waddeneilanden) zo ur chapeledad inizi a-hed an aod etre Mor an Hanternoz ha mor Wadden e gwalarn an Izelvroioù. Kenderc'hel a ra ar chapeledad er reter gant Inizi Friz ar Reter hag an holl anezho a ya d'ober Inizi Friz.
Inizi Friz ar C'hornôg
1. Noorderhaaks; 2. Richel;
3. Griend; 4. Rif;
5. Engelsmanplaat; 6. Simonszand;
7. Rottumerplaat; 8. Rottumeroog.
A gornôg da reter e kaver:
- Texel, pe Tessel e frizeg, stag ouzh proviñs Noord-Holland
- Flylân (e frizeg), pe Vlieland (en izelvroeg), stag ouzh proviñs Friz
- Skylge (e frizeg), pe Terschelling (en izelvroeg), stag ouzh proviñs Friz
- Amelân (e frizeg), pe Ameland (en izelvroeg), stag ouzh proviñs Friz
- Skiermûntseach (e frizeg), pe Schiermonnikoog (en izelvroeg), stag ouzh proviñs Friz.
Ouzhpenn ar 5 enezenn-se ez eus 3 enezennig didud ha difennet ouzh ar bourmenerien, Rottumerplaat, Rottumeroog ha Zuiderduintjes (anvet a-gevret Rottum), zo stag ouzh proviñs Groningen.
Bigi-treizh a zo da vont d'an inizi. E Flylân ha Skiermûntseach n'eus nemet tud an inizi a c'hall mont gant o c'harr. Etre an inizi ez eus tachennoù traezhek bras evel Noorderhaaks, Griend ha Engelsmanplaat.
Pennadoù all
kemmañPorched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |