Frizeg ar c'hornôg

yezh germanek

Frizeg ar c'hornôg

Komzet e: Friz (Izelvroioù)
Niver a yezherien: 360 000 – 600 000
Renkadur: goude 100
Familh yezh:

Yezhoù indezeuropek
 Yezhoù germanek
  Yezhoù germanek ar c’hornôg
   Yezhoù frizek
    Frizeg ar c’hornôg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel : Friz, Izelvroioù
Akademiezh: Akademie věd,
Fryske Akademy
Kod
ISO 639-1: fy
ISO 639-2: fry
ISO/DIS 639-3(T): [1]

Frizeg ar c'hornôg, anvet ivez frizeg hepmuiken (West-Frysk), zo ur yezh c'hermanek eus skourr ar yezhoù frizek a gomzer e proviñs Friz en Izelvroioù. Gant an anv frizeg ar c'hornôg e reer evit diforc’hañ ar yezh-mañ diouzh ar yezhoù kar a gaozeer en Alamagn : frizeg ar reter ha frizeg an hanternoz. En Izelvroioù avat e reer peurvuiañ gant frizeg hepken (Frysk e frizeg ha Fries e nederlandeg). An anv West-Fries a dalvez, e nederlandeg, d’ober meneg eus rannyezhoù izelfrankek komzet en hanternoz Holland. Gant un anv all e ra ar yezhoniourien ivez evit frizeg ar c'hornôg : Westlauwers-Fries pe Westerlauwersk Frysk, da lavarout eo « frizeg er c'hornôg d’al Lauwers », diwar anv ar stêr Lauwers a zisparti proviñsoù Friz ha Groningen.

Ar frizeg a vez komzet gant war-dro 440 000 a dud, an div drederenn eus annezidi proviñs Friz, a sav o niver da 643 000 (e 2005). E-touez annezidi Friz ez eus 94% zo gouest da gompren frizeg komzet, 74% a c’hell kaozeal frizeg (evel yezh kentañ pe evel eil yezh), 65% zo gouest d’e lenn, ha 17% anezho zo barrek d’e skrivañ. Anavezet eo ar frizeg evel yezh ofisiel er broviñs, e-kichen an nederlandeg, ha kelennet e vez d’an holl vugale er skolioù bremañ. E 1937 e voe degemeret ar frizeg er skolioù evel danvez diret ; e 1938 e voe savet ar Fryske Akademy ("Akademiezh ar frizeg"). Abaoe an Eil brezel bed eo bet degemeret ar frizeg da vat er skolioù publik (1955), er parlamant (1956), en ilizoù (er bloavezhioù 1970) hag er gouarnamant hag er velestradurezh (1986). Abaoe 1970 ez eo eil yezh ofisiel an Izelvroioù. Gant Unaniezh Europa eo anavezet ivez, abaoe 1992, pa voe sinet Karta europat ar yezhoù bihanniver ha rannvroel gant an Izelvroioù.

En diavaez eus proviñs Friz e kaver frizegerien ivez : er proviñsoù all eus an Izelvroioù evel-just, dreist-holl er c’hêrioù bras, ha dre ar bed a-bezh, dreist-holl e Kanada, e Stadoù Unanet Amerika, en Aostralia, hag e Zeland-Nevez. Gant se e c’hellfe bezañ tost da 600 000 a frizegerien er bed hiziv.

Rannyezhoù

kemmañ
 
Yezhoù ha rannyezhoù e Friz

Boas e vezer da lavarout ez eus eizh rannyezh e frizeg ar c’hornôg : ar Skiermûntseagersk, komzet war enez Skiermûntseach (Schiermonnikoog e nederlandeg), peuzvarv ; an Hylpersk (pe Hindeloopers e nederlandeg), kaozeet e kêr Hylpen (Hindeloopen) ; ar Skylgersk (pe ar Westersk) hag an Aastersk, rannyezhoù an daou benn eus enez Skylge (Terschelling) ; ar Súdwesthoeksk, komzet war an douar-bras en ur c’horn-bro anvet de Súdwesthoeke ("korn ar mervent") ; an Noardhoeksk, a gaozeer er biz d’ar broviñs ; ar Wâldfrysk hag ar c’h-Klaaifrysk eo an div rannyezh pennañ ; ar Wâldfrysk (frizeg ar c’hoadoù) a vez komzet er reter hag ar c’h-Klaaifrysk (frizeg ar pri) er c’hornôg hag er gwalarn.

Er Grennamzer uhelañ en em lede an douaroù annezet gant Friziz eus Brugge, e Flandrez Belgia hiziv, da su Danmark. En amzer-se eta e veze komzet frizeg a-hed arvor kreisteiz Mor an Hanternoz. Frisia Magna pe Friz Veur a reer c’hoazh hiziv an deiz eus ar rannvro-se.

 
Bro ar Friziz en he ledanañ

Ur yezh kar d’ar saozneg e oa ar frizeg da gentañ, met levezonet eo bet gant an nederlandeg e-pad meur a gantved, e-keit m’eo emdroet kalz ar saozneg. Bremañ e c’hell ar frizeg seblantout tost d’an nederlandeg evit an dud na ouzont ket anezhañ.

Levrlennadur

kemmañ
  • Kelennadur ar frizeg, Skol niv. 2
  • Al Liamm, niv. 27, Gouere-Eost 1951
  • The Frisian language, 32 b., embannet gant proviñs Friz, Ljouwert, 1987

Gwelit ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ