Frankia ar C'hornôg
Frankia ar C'hornôg eo anv ar rouantelezh roet da Karl Voal (840-877) pa voe rannet Impalaeriezh e dad-kozh Karl Veur e 843, hervez feur-emglev Verdun.
Francia Occidentalis Frankia ar C'hornôg | ||||
| ||||
Kêr-benn | Pariz | |||
Yezh(où) | Latin | |||
Gouarnamant | monarkiezh | |||
Istor | ||||
- Feur-skrid Verdun | 843 | |||
- Diskarr tierniezh ar garolindi | 987 |
En douaroù Frankia ar C'hornôg e oa Neustria gozh, Akitania gozh ar Romaned, ha hanternoz Bourgogn: komz a reer hiziv eus Bro-C'hall ar peder stêr-veur.
Frankia nemeti e vo, rak adal an Xvet kantved e vo graet Germania eus Frankia ar Reter, a deuio da vout an Impalaeriezh Santel Roman German.
Dont a raio Frankia ("Francia") da vout "France", pe Rouantelezh ar Franked, un anv a gaver en alamaneg pa vez lavaret Frankreich. Tamm ha tamm e teuy da vout Île-de-France, domani Roue ar Franked, ha netra ken.
Met ret e vo gortoz amzer ar roue Fulup II an Aogust, e dibenn an XIIvet kantved, evit ma vo kaoz eus roue Bro-C'hall.