Lambert Iañ Naoned

Lambert Iañ a oa kont Naoned, prefed Marz Breizh etre 818 ha 831, war-lerc'h e dad Guy, pe Guido Naoned. Goude e voe dug Spoleto, en Italia, adal 834 betek e varv e 836.

Lambert Iañ Naoned
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denLambert I de Nantes Kemmañ
Anv-bihanLamberto Kemmañ
Titl noblañsDuged Spoleto, Count of Nantes Kemmañ
Deiziad ganedigezh796 Kemmañ
Lec'h ganedigezhNaoned Kemmañ
Deiziad ar marv30 Kzu 836 Kemmañ
Lec'h ar marvKanton Ticino Kemmañ
TadGuy of Nantes Kemmañ
Breur pe c'hoarGuiu II de Vannes Kemmañ
PriedAdelaide Kemmañ
BugelLambert II Naoned, Guy I of Spoleto, Itta Kemmañ
FamilhGuideschi Kemmañ
Micherbrientin Kemmañ
KargPrefect of the Breton March Kemmañ

E Breizh

kemmañ

E 818 edo Lambert gant Loeiz an Deol o vrezeliñ a-enep Morvan Lez-Breizh a embanne bezañ Roue ar Vretoned.
E 822 e voe un emsavadeg all renet gant Wiomarc'h, met e miz Mae 825 ez eas ar Brezhon da douiñ fealded d'an impalaer da Aachen. Lambert avat a reas lazhañ Morvan pa zistroas da Vreizh.

Italia

kemmañ

E 831 p'en em savas Lotar, mab henañ an impalaer Loeiz an Deol a-enep e dad, ez eas Lambert a-du gant ar mab. Neuze e voe « dizenoret »[1] ha harluet e deroù 831, war un dro gant Lotar, da Italia, hag eno e teuas da vezañ dug Spoleto.

Mervel a eure pa gouezhas ur c'hleñved-red war ar vro e 836 pe 837 ken e varvas kalz a uhelidi frank[2].

Dimeziñ ha bugale

kemmañ

Dimezet e oa da Rotrudis (merc'h Lotar Iañ), merc'h da Lotar Iañ[3], ha bugale o doe :

Levrlennadur

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Noël-Yves Tonnerre : Naissance de la Bretagne. Géographie historique et structures sociales de la Bretagne méridionale (Nantais et Vannetais) de la fin du VIIIe à la fin du XIIe siècle, Presses de l'Université d'Angers, 2000, p. 82 (ISBN 978-2-903075-58-3)
  2. Janet L. Nelson : Charles le Chauve, Aubier, 1994, p.159 (ISBN 978-2-7007-2261-1)
  3. Hervez Eduard Hlawitschka, met hervez tud all e oa dimezet Rotrudis d'e vav Lambert II.