Pepin an Tort
Pepin an Tort, Pépin le Bossu e galleg, (war-dro 769-811) a oa mab henañ Karl Veur hag e serc'h Himiltrude. Roet e oa bet dezhañ anv e dad-kozh, Pepin Grenn. Disneuz ne oa ket, dremmet kaer e oa zoken, met abalamour d'ur c'hleñved e veze pleget e gein gantañ.
Abalamour ma ne oa barrek da vrezeliñ ha marteze dre ma ne oa ket dimezet e vamm, ne oa ket da gaout madoù e-leizh digant e dad. Koulskoude e veze graet brav dezhañ gant e dad, hag enoret muioc'h eget e vreudeur yaouankoc'h. Paotr hegarat e oa Pepin el lez. Moarvat e vage un tamm esper da ren war-lerc'h e dad. Met ur c'hoariell aes e oa ivez d'an noblañsed a vage droukrañs hag a veze oc'h arabadiñ warnañ e oa bet graet droug d'e vamm pa oa aet Karl da zimeziñ d'ur briñsez lombard, Desiderata.
E 780 e voe dishêrezhet Pepin gant e dad, ha badezet e drede mab, Karloman, hag adanvet Pepin.
Un arouez e oa an anv-se: hini Pepin Grenn, tad Karl Veur, e oa, hag a oa da dremen d'ur mab hervez ar c'hiz frank, ha d'ur mab a dle ren evel e dad-kozh. Marteze e c'haller gwelout aze levezon Hildegard, mamm Karloman, a glaske lakaat he mab da uhelaat diwar-goust mab serc'h he fried.
Aotre en doe Pepin da chom el lez, ha derc'hel a reas e dad d'e enoriñ dreist e vreudeur. Mignon e oa d'an noblañsed drouklaouen a roe ton d'e zroukrañs ouzh e vreudeur, hag e 792 e voe un toullad konted o terc'hel warnañ ken e kemeras penn o emsavadeg. Mennet e oa an emsavidi da lazhañ Karl, e wreg Hildegarde, hag he zri bugel. Neuze e rojent ar gurunenn da Bepin, a gave dezho e vije ur vergodenn aes da c'hoari ganti. D'an deiz lakaet e lavaras Pepin bout klañv, evit mont da gaout an iriennerien. Hogos e voe dezho dont a-benn eus o gwalldaol. Met un diagon lombard anvet Fardulf a ziskulias an irienn.
Ur vodadeg veur a voe dalc'het gant Karl e Regensburg da varn an dreitourien. Holl e oant kavet kablus, ha gourc'hemennet e voe o lakaat d'ar marv. Karantez a-walc'h en doa Karl ouzh e vab henañ rak kemmet e voe kastiz Pepin.
Kraouiet e voe en abati Prüm e 792 goude bet oc'h en em sevel a-enep d'e dad impalaer e 791. Eno e vevas evel manac'h un 20 vloaz c'hoazh.
Sevenadur amerikan
kemmañUr fentc'hoarigan anvet Pippin (hervez e anv e saozneg) diwar-benn e vuhez, zo bet krouet e Broadway , ha n'eus ket nemeur a dra diazezet war an istor ennañ.
Notennoù
kemmañ
Levrlennadur
kemmañ- Winston, Richard (1954). Charlemagne: From the Hammer to the Cross. Indianapolis, Indiana: Bobbs-Merrill.
- Pierre Riché, Les Carolingiens, une famille qui fit l'Europe, 1983