Hildegard
anv merc’hed
Hildegard zo un anv-badez germanek, pe henc'hermanek, savet diwar hild « brezel » pe « argad » , ha gard « gwarez», ha kement-se a dalvezje « gwerc'hez kadourez ha gwarezourez ».
Yezhoù all
kemmañ- alamaneg: Hildegard
- galleg ha saozneg: Hildegarde
Tud
kemmañ- Hildegard Vintzgau (757–783), trede pried an impalaer Karl Veur, ha mamm an impalaer Loeiz an Deol
- Hildegard, merc'h Loeiz an Deol (803–860), merc'h da Loeiz an Deol ha d'e wreg Ermengarde, anvet diwar anv he mamm-gozh
- Hildegard von Stein (* um 910, † 985), santez aostrian
- Hildegard Sundgau, priñsez elzasat, dimezet e 1001 da Foulk Nerra, kont Anjev
- Hildegard von Egisheim (* 1024; † 1094), kontez Egisheim ha mesenez alaman
- Hildegard Anjev, hanterc'hoar da Foulk Rekin, kont Anjev
- Hildegard von Bingen (1098–1179) leanez, santez, sonaozourez, mezegez alaman
- Hildegard Luise von Bayern (1825-1864), priñsez aostrian
XXvet kantved
kemmañ- Hildegard Maria von Bayern (1881-1948), priñsez vavarian
- Hildegart Rodríguez Carballeira (1914-1933), bugel spagnol ampart-dreist, savet gant he mamm da vezañ maouez an amzer da zont, ha lazhet ganti
- Hildegard Knef (1925-2002), kanerez hag aktourez alaman