Kenderv un den eo mab e eontr (pe yontr) hag e voereb, eus e savboent. Eus savboent e dad pe e vamm e vo graet niz pe nizez eus ar memes den.

Stummoù all ar ger kemmañ

 
An div geniterv, gant Antoine Watteau.

Kendirvi eo ar furm lies; keniterv (kenitervez e doare Treger) ar furm wregel.

Kendirvi kemmañ

Meur a seurt kendirvi zo, hervez an derez a gerentiezh, pe a genderviezh:

  • Komzet e vez eus kendirvi-gompez, pe "kendirvi gentañ" pa gomzer eus kerentiezh etre bugale daou zen, breudeur pe c'hoarezed, hag o deus ar memes tad-kozh ha mamm-gozh.
  • Eil kendirvi eo bugale-vihan ar eontred pe moerebed
  • Kendirvi bell eo ar gerent a zo bugale da gendirvi.

Dimezioù kemmañ

Ar c'hiz e oa dimeziñ etre kendirvi e broioù ha tiegezhioù uhel zo, evel Bourboned Spagn. Kenwadelezh a voe da-heul.


Pobloù kemmañ

Pa gomzer eus pobloù e lavarer a-wechoù int breudeur, pe gendirvi. A-wechoù e lavarer diwar-benn Iwerzhoniz int kendirvi d'ar Vretoned, evel ma lavarer diwar-benn Kembreiz ez int breudeur.

Pep den zo kenderv kemmañ

Ur c'hiz zo e brezhoneg Gwened, d'ober kenderv eus pep paotr. Kement-se a weler el levr Yann ar Baluc'henn, gant Job Jaffre.

Kendirvi brudet kemmañ

Krennlavar kemmañ

  • Kenderv-kompez pa bresti, Mab ar c’hast pa c’houlenni.


Sellit ouzh ar ger Kenderv er
wikeriadur, ar geriadur frank.