Elesbed
Elesbed zo un anv-badez brezhonek[1], deuet diwar an anv gallek Elisabeth, a orin hebreek, a zo bet brudet bras e Kornogeuropa dre ar Bibl, peogwir e oa anv mamm Yann ar Badezour. Ar stumm Elizabed a gaver e troidigezhioù an Aviel gant Maodez Glanndour[2], gant « Kenvreuriez ar Brezoneg »[3], gant Pêr Guichou[4]. Kar d'an anv Elesbed eo an anv Izabel.
Elisheva
kemmañElisheva (Elischeba pe Elisabeth) (אֱלִישֶׁבַע en hebreeg) a oa pried ar beleg Aharon, breur Moshe hendad rummad ar veleien (Kohanim) e-touez Meuriad Levi er Bibl. Hervez hengoun ar Yuzevien e voe beziet e Bez ar Batriarked e Hevron.
En hebreeg , Eli a zo kement ha « ma Doue ». Sheva a c'hall bezañ « le » pe « magadur ». (Sheva eo ivez an niver « seizh » (a dalv kement ha Peurvad ) en hebreeg). Da neuze e c'hall Elisheva bezañ « Ma Doue eo ma le » (Touiñ a ran dre ma Doue ) ha « Ma Doue eo ma magadur ».
Gouez da lod e oa Elisheva ar memes den evel Puah, unan eus an amiegezed meneget e levr an Ermaeziadeg[5]. Ar re a lavar kement-se a gred e oa deuet ar renk a henvamm d'ar strollad beleien evel ur gopr goude bout saveteet bugale an Hebreed.
Er yezhoù arall
kemmañSkignet eo bet an anv en holl vroioù Europa, ha stummoù disheñvel en deus kemeret alies:
- en alamaneg : Elisabeth, berranvioù : Else, Ilse, Lieken ;
- saozneg : Elizabeth, berranvioù : Liz, Betty ;
- daneg : Elisabeth ;
- spagnoleg : Isabel ;
- esperanteg : Elizabeto ;
- finneg : Elisabet ;
- e galleg : Élisabeth, Isabelle ; hag Élisa, Élise, Babette,
- gresianeg : Elisavet / Ελισάβετ ;
- hebreeg : אליזבת ;
- hungareg : Erzsébet ;
- italianeg : Elisabetta ; Isabella ne dalv ket kement hag Elesbed eno, hag evel e Bro-C'hall eo disheñvelet an daou anv.
- izelvroeg : Elisabeth ;
- norvegeg : Elisabeth ;
- manaveg : Ealisaid ;
- poloneg : Elżbieta ;
- ruseg : Елизавета ;
- slovakeg : Alžbeta ;
- svedeg : Elisabet ;
- tchekeg : Alžběta ha berranvioù: Běta, Bětka, Bětuška, Bětunka, Alžbětka ;
- waloneg : Babete / Zabete.
Adstumm
kemmañ- Elisa, e meur a yezh.
Tud
kemmañMeur a rouanez hag a briñsez zo bet anvet Elesbed.
- Elesbed Bavaria, anv meur a briñsez
- Elesbed Saks, anv meur a briñsez
- Elesbed Aostria, anv meur a briñsez
- Elesbed Bro-C'hall, anv meur a briñsez
- Elesbed York (1466-1503), pried da Herri VII (Bro-Saoz),
- he merc'h-vihan Elesbed Iañ, Rouanez Bro-Saoz
- Elesbed, pried ar roue saoz George VI, mamm Elesbed II
- Elesbed II, Rouanez Breizh-Veur
E Spagn e vez graet Isabel eus pep Elesbed.
Pennadoù kar
kemmañNotenn
kemmañ- ↑ Meneget e Geriadur Hemon-Huon, 1993, 2002, 2005.
- ↑ Lk 1, Al Liamm, 1969, pp 135-138
- ↑ Aviel Jezuz-Krist : Hervez S. Vaze, S. Mark, S. Lukaz, S. Yann, Kastellin, Ar Skol dre Lizer, 1982, pp. 205-210.
- ↑ An Testamant Nevez. Kelou Mad Jezuz or Zalver, troet gant Pêr Guichou, ti embann Minihi Levenez, 2002, pp. 108-111.
- ↑ Ermaeziadeg, chabistr 1