Elisabeth

anv merc’hed
(Adkaset eus Élisabeth)

Élisabeth e galleg, Elisabeth en alamaneg, Elizabeth e saozneg zo un anv-badez hebraek a orin, paot en Europa, hag a glot gant an daou anv-badez Elesbed hag Izabel e brezhoneg.
Elisabeth eo ar stumm paotañ en Europa.[1]
Bras eo bet brud an anv, diazezet war santez Elesbed, er Bibl. Koazhet kalz eo ar vrud avat, ha ne vez ket roet nemeur ken, met bevañ a ra c'hoazh er berrstummoù, evel Lisa dreist-holl.

Eus an hebraeg אֱלִישָׁבַע Alisba "ma doue en deus touet" ; أليصابات Alyassabat eo ar stumm arabek, ha Ἐλισάβετ Elisabet an hini gresianek.

Stummoù

kemmañ

Un toullad stummoù hag adstummoù zo.[1]

Alamaneg
  • Ouzhpenn Elisabeth e kaver Elsa, Else, Ilse ha Liesel.
Galleg
Gouezeleg Skos
  • Ealasaid.
Italianeg
Iwerzhoneg
  • Elilíl eo ar stumm paotañ.
Kembraeg
  • Bethan.
Saozneg

Elizabeth eo ar stumm saoznek, a vez deveret e meur a zoare.

  • E Bro-Skos : Elspet, Elspeth, Elspie ; Ishabel, Ishobel.
  • Berradurioù : Bess, Bet, Beth, ; Eliza, Elsa ; Lisa, Lisbet, Lisbeth, Liz.
  • Stummoù kaozeek : Bessie, Bessy, Betsy, Bette, Betty ; Elsie ; Libby, Lilibet, Lizzie, Lizzy ; Tetty.
Serbeg
  • Lieserl.
Spagnoleg ha portugaleg
  • Isabel, Isabella, Isbel, Isobel, Izzie, Sabella.
Stummoù all

Stummoù all zo, ha darn anezho zo deuet da vout anvioù-badez zoken.

  • Babeth, Bethany, Betti.
  • Élisa, Eliza, Elisha, Elsbeth.
  • Isabeau, Isaline, Isoline, Ysaline..
  • Liesbeth ; Lison.
  • Zabeth, Zabou, Zazie.

Eus Elisabeth da Isabel

kemmañ

E Spagn hag e Portugal n'anavezer nemet an anv Isabel, a zo roet ivez da Elizabeth II, rouanez Bro-Saoz. Troet e vije ar stumm latin Elisabet da Elisabel ha neuze da Isabel, a gaver goude e galleg evel Isabelle hag en italianeg evel Isabella.

 
Lady Elizabeth war-dro 1546,
a-raok bout ar rouanez
Elesbed Iañ (Bro-Saoz)
 

Bibl ha sentezed

kemmañ

Noblañsoù

kemmañ
 
Elizabeth II
Rouanez ar Rouantelezh-Unanet
XVvet kantved
XVIvet kantved
XVIIvet kantved
XVIIIvet kantved
XIXvet kantved
XXvet kantved
XXIañ kantved

Sevenadur

kemmañ
 
Emboltred, gant Elisabeth Vigée-Lebrun,
Firenze, 1790
 
Elisabetta Canalis
 
Liz Taylor

  Alamagn

  Belgia

  Bro-C'hall

  Bro-Saoz

  Danmark   Italia

  Stadoù-Unanet

  Suis

Arzoù

kemmañ

Lec'hanvadurezh

kemmañ

  Kongo (RD)

  • Élisabethville pe Elisabethstad, hiziv Lubumbashi.

  Stadoù-Unanet

  Suafrika

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (en) CRYSTAL, David : The Cambridge Encyclopedia of the English Language, Cambridge University Press, 2010, p. 148 (ISBN 978-0-521-53033-0)